Mont d’an endalc’had

Samek

Eus Wikipedia

Pemzekvet lizherenn meur a abjad semitek eo samek(h) (pesk), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ס), siriek (ܤ) hag arabek (ص).

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur pesk.

Distaget e vez (LFE) [s].

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek xi Ξ ha khi X, estruskek Z, latin X ha kirillek X.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 60.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.