Saint-Sever-Calvados
Neuz
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Saint-Sever-Calvados |
Skoed | |
Lec'hiadur Saint-Sever-Calvados en Arondisamant Vire | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Vire |
Etrekumuniezh | Communauté de communes Intercom séverine |
Kanton | Saint-Sever-Calvados (pennlec'h) |
Kod INSEE | 14658 |
Kod post | 14380 |
Maer | Jean-Pierre Nourry |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 27,92 km² |
Led | 48° 50' 28" Norzh |
Hed | 01° 02' 47" Kornôg |
Uhelder kreiz | .. m |
Uhelder bihanañ | 144 m |
Uhelder brasañ | 350 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 368 (2010) |
Stankter | 49 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Saint-Sever-Calvados |
Saint-Sever-Calvados a oa ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall. Pennlec'h kanton Saint-Sever-Calvados e oa betek 2015.
Bodet e oa d'ar 1añ a viz Genver 2017 gant nav c'humun all d'ober ur gumun nevez: Noues-de-Sienne.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Xvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouet e voe abati Sainte Marie et Saint-Sever gant Richard Goz hag e vab Hugues le Loup[1].
XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1889: ouzhpennet e voe Calvados ouzh anv ar gumun abalamour d'ar gumun anvet Saint-Sever ivez e departamant Landes e Bro-C'hall.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944:
- d'ar 4 a viz Eost e voe bombezet Saint-Sever ha dieubet e voe gant 28vet Rannlu Troadegiezh SUAat o vont tre er vourc'h da 6 eur beure, heuliet gant tankoù an 2vet Rannlu Hobregonet "Hell on wheels"[2];
- seizh den nann-soudard a varvas e Saint-Sever abalamour d'ar brezel, tri anezhe e miz Even, ar re all e miz Eost[3].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An iliz
- Iliz katolik Intron-Varia Sant Sever, XIIIvet kantved, bet savet e-lec'h un iliz romanek a-gent; ul lodenn a oa gant ar venec'h, ul lodenn all a oa d'ar barrez, met distrujet e voe e penn-kentañ an XIXvet kantved, setu perak eo dispartiet ar c'hloc'hdi, bet savet e dibenn an XVIIIvet kantved, eus an nev a chom[4],[5]; en iliz ez eus meur a draenn rummet[6].
- Ar maerdi, XVIIvet kantved, er savadurioù implijet gwechall gant ar venec'h.
- Moudenn-gastell ar c'hastell kozh, rummet[7].
- Chapel an Ermitage, XVII kantved, e Koad Saint-Sever, gant traouennoù rummet enni[6].
- Peulvanig an 2vet Rannlu Hobregonet SUAat "Hell on wheels" bet marvet e miz Eost 1944 evit dieubiñ Sant-Sever[2].
- Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Saint-Sever Communal Cemetery:
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 6 |
Hollad | 6 |
Nijourion e oant er Royal Air Force. Mervel a rejont e-pad an Eil brezel-bed. Pemp anezhe a varvas d'an 13 a viz Ebrel 1941, er 149vet Skwadrenn e oant; an hini all a varvas d'an 10 a viz Ebrel 1943, er 197vet Skwadrenn e oa[8].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dezougen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An ti-gar gwelet ag an diavaez
-
An diabarzh
- Digoret e voe an ti-gar e 1870 war al linenn etre Agentan ha Granville. Ne vez ket implijet ar savadur ken, an trenioù a harz neoazh.
Emdroadur ar boblañs 1962-2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2008 | → bremañ | Jean-Pierre Nourry | Renour ti-post | |
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Claude Leménorel | Penn embregerezh | |
Even 1995 | Meurzh 2001 | Hervé Chareton | Noter | |
Meurzh 1989 | Even 1995 | Victor Laporte | Noter | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha dave
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ André Laroze, Saint-Sever et son abbaye, Villedieu-les-Poêles, 2007, pajenn 6
- ↑ 2,0 ha2,1 Normandie 44 - La Mémoire
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Clochers de France
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ 6,0 ha6,1 Diellaoueg Palissy
- ↑ PA00111722 Diellaoueg Mérimée
- ↑ In Memories
- ↑ EBSSA