Rumpelstilzchen
Rumpelstilzchen zo unan eus kontadennoù Grimm (KHM 55) e 1812.
Kentañ meneg eus an anv Rumpelstilzchen a oa e 1577, er Geschichtklitterung gant Johann Fischart, un azasadur eus Gargantua François Rabelais.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'houer paour a gont e c'hall e verc'h kemmañ ar plouz en aour dre o nezañ evel gloan. Ha setu ar roue d'he goulenn. Erru ar plac'h er c'hastell, lakaet eo en ur pezh leun a blouz, gant ur c'harr-nezañ. Mar ne zeu ket a-benn da dreiñ ar plouz en aour e vo lakaet d'ar marv.
Ne oar ket ar plac'h penaos en em dennañ eus ar blegenn, met setu ur c'horrigan hag a ginnig nezañ ar plouz en he lec'h, gant ma roy dezhañ un dra bennak en eskemm. Graet al labour, nezet ar plouz, troet anezho en aour, setu ar roue o c'houlenn muioc'h c'hoazh. Hag adarre ar c'horrigan, dre ziv wech, da zont da sikour merc'h ar c'houer paour. Goude an trede gwech e ra dezhi prometiñ, evel trugarekadenn, he c'hentañ mab pa vo bet ganet.
Setu merc'h ar c'houer dimezet d'ar roue, hag ankouaet an emglev ganti. Ha setu ar c'horrigan o tont d'he c'haout, da c'houlenn ar mab a zo dleet dezhañ. Hag ar rouanez da nac'h. Neuze e lavar ar c'horrigan e tremeno hep ar mab henañ gant ma tivino ar rouanez e anv dindan tri deiz. En daou zevezh kentañ e kinnig ar rouanez ur regennad anvioù, met n'eus hini anezho a ve mat. D'an trede deiz, setu ur servijer o tont d'he c'haout : klevet en deus ar c'horrigan o kanañ ur ganaouenn ma lavare e anv.
Setu amañ ar ganaouenn :
Heute back ich, morgen brau ich,
übermorgen hol ich der Königin ihr Kind;
ach, wie gut, dass niemand weiß,
dass ich Rumpelstilzchen heiß!Hiziv e poazhan, warc'hoazh e vresin,
goude arc'hoazh em bo bugel ar rouanez ;
ac'h, pegen brav ne oufe den ebet
ez eo Rumpelstilzchen ez on anvet !
Da noz an trede deiz e teu ar c'horrigan d'he c'haout adarre. Hag ar rouanez da ginnig ur regennad anvioù all. Ha da ziwezhañ : Rumpelstilzchen !
Hag ar c'horrigan, droug ennañ, a strak e dreid ken kreñv ma tremen a-dreuz ar plañchod. Ha keloù ebet anezhañ abaoe.
An anvioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doareoù damdost zo e galleg Breizh-Uhel[1]
- Tremotino en Italia
- Martinko Klingáč e Slovakia
- Rumplestiltskin e Bro-Saoz, ha Tom Tit Tot gant Joseph Jacobs (1854-1916)
Whuppity Stoorie e Bro-Skos gant Robert Chambers (1802-1871)
- Päronskaft e Suis
- Joaidane (جعيدان) en Arabia
- Khlamushka e Rusia
- Ruidoquedito e Suamerika
- Utz Li Gutz Li (עוץ לי גוץ לי) en Israel
- Pancimanci en Hungaria, ha Csodafurulya gant Kolozsvári Grandpierre Emil (1907-1992)
- Cvilidreta e Kroatia.
N'eo ket bet troet Rumpelstilzchen e brezhoneg c'hoazh (Mezheven 2023).