Roll ar rouaned c'hall
Neuz
(Adkaset eus Rouaned Bro-C'hall)
|
Setu amañ ur roll eus ar rouaned hag impalaerien a renas war zouar ar vro a vez graet Bro-C'hall anezhi e brezhoneg, France e galleg adalek 490 betek 1870, war-bouez daou amzervezh : hini ar Republik kentañ, (22 a viz Gwengolo 1792 – 18 a viz Mae 1804 ha hini an Eil Republik (24 a viz C'hwevrer 1848 – 2 a viz Kerzu 1851).
Merovingidi ne voe ket kalz anezho o ren, nemet en ul lodenn eus rouantelezh ar Franked, ha gant ur roue all alies pe meur a hini.
- Ar re a zeuas a-benn da unvaniñ broioù ar Franked a zo skrivet o anv e lizherennoù tev.
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
C'hlodwig Iañ (466 – 27 a viz Du 511) |
481 – 511 | Roue ar Franked | Goude e varv e voe rannet e rouantelezh etre e bevar mab : Klodomir, Thierry, Childebert ha Hlotar Iañ. | |
Klodomir Iañ (war-dro 495 – 25 a viz Even 524) |
511 – 524 | Roue Orleañs | Lazhet en emgann Vézeronce. E vibien Thibault ha Gonthaire a voe lazhet war urzh o eontred Childebert ha Klotar, ha ne chomas nemet Klodoald, anavezet evel sant Cloud. | |
Thierry Iañ (war-dro 485/90 – 534) |
511 – 534 | Roue Reims | ||
Theodebert Iañ (war-dro 504 - 548) |
534 – 548 | Roue Reims | Mab Thierry Iañ. | |
Theodebald (war-dro 535 – 555) |
548 – 555 | Roue Reims | Mab Theodebert Iañ. Mervel a reas divugel. Klotar Iañ an hini a renas war e lerc'h. | |
Childebert Iañ (war-dro 497 – 23 a viz Kerzu 558) |
511 – 558 | Roue Pariz | ||
Klotar Iañ (war-dro 497 – 29 a viz Du 561) |
511 – 561 555 – 561 558 – 561 |
Roue Soissons Roue Reims Roue ar Franked |
Mab Klovis, an hini diwezhañ chomet bev. Unaniñ a reas ar rouantelezh hag a voe rannet etre e 4 mab Karibert, Sigebert, Chilperig ha Gontran goude e varv. | |
Karibert Iañ (war-dro 521 – 567) |
561 – 567 | Roue Pariz | ||
Sigebert Iañ (535 – 575) |
561 – 575 | Roue Aostrazia | ||
Chilperig Iañ (539 – 584) |
561 – 584 567 – 584 |
Roue Neustria Roue Pariz |
||
Gontran (war-dro 528 – 592) |
561 – 592 584 – 592 |
Roue Bourgogn Roue Pariz |
||
Childebert II (570 – 595) |
575 – 595 592 – 595 |
Roue Aostrazia Roue Bourgogn |
Mab Sigebert Iañ. | |
Theodebert II (585 – 612) |
595 – 612 | Roue Aostrazia | Mab Childebert II. | |
Thierry II (587 – 613) |
595 – 613 612 – 613 |
Roue Bourgogn Roue Aostrazia |
Mab Childebert II. | |
Sigebert II (war-dro 601 – 613) |
613 | Roue Aostrazia | Mab Thierry II. Trec'het ha lazhet gant Klotar II. | |
Klotar II (584 – 18 a viz Here 629) |
584 – 629 595 – 629 613 – 629 |
Roue Neustrazia Roue Pariz Roue ar Franked |
Mab Chilperig Iañ. Unaniñ a reas ar rouantelezh frank. | |
Dagobert Iañ (war-dro 602/5 – 19 a viz Genver 639) |
623 – 632 629 – 639 632 – 639 |
Roue Aostrazia Roue ar Franked (nemet Akitania) Roue ar Franked |
Mab Klotar II. | |
Karibert II (war-dro 606/10 – 632) |
629 – 632 | Roue Akitania | Mab Klotar II. | |
Sigebert III (631 – 1 a viz C'hwevrer 656) |
632 – 656 | Roue Aostrazia | Mab Dagobert Iañ. | |
Klovis II al Lezireg (633 – 657) |
639 – 657 | Roue Neustria ha Bourgogn | Mab Dagobert Iañ. | |
Childebert III an Advabet († 662) |
656 – 662 | Roue Aostrazia | Advabet gant Sigebert III. | |
Klotar III (war-dro 652 – 673) |
657 – 673 | Roue Neustria ha Bourgogn | Mab Klovis II. | |
Childerig II (war-dro 655 – 675) |
662 – 675 673 – 675 |
Roue Aostrazia Roue ar Franked |
Mab Klovis II. | |
Thierry III (war-dro 657 – 691) |
673 ha675 – 687 687 – 691 |
Roue Neustria Roue ar Franked |
Mab Klovis II. | |
Klovis III († 676) |
675 – 676 | Roue Aostrazia | Sañset mab Klotar III, lakaet war tron Aostrazia gant Ebroïn, maer ar palez. | |
Dagobert II (war-dro 652 – 23 a viz Kerzu 679) |
676 – 679 | Roue Aostrazia | Mab Sigebert III. Anvet da sant e 892. | |
Klovis IV (war-dro 680 – 695) |
691 – 695 | Roue ar Franked | Mab Thierry III. | |
Childebert IV (war-dro 683 – 711) |
695 – 711 | Roue ar Franked | Mab Thierry III. | |
Dagobert III (war-dro 699 – 715) |
711 – 715 | Roue ar Franked | Mab Childebert IV. | |
Chilperig II (war-dro 670 – 721) |
715 – 719 719 – 721 |
Roue Neustria ha Bourgogn Roue ar Franked |
Moarvat mab Childerig II. Dilennet da roue Neustria e 715, e gwarez Rainfroi, maer ar palez. Roue an holl Franked goude marv e gevezer Klotar IV e 719. | |
Klotar IV (war-dro 685 – 719) |
717 – 719 | Roue Aostrazia | Moarvat mab Thierry III, lakaet war tron Aostrazia gant Karl Martel. Stourm a reas ouzh an Neustrianiz Chilperig II ha Rainfroi. | |
Thierry IV († 737) |
721 – 737 | Roue ar Franked | Mab Dagobert III, lakaet da roue gant Karl Martel war-lerc'h marv Chilperig II. | |
Etre-ren (737 – 743) | ||||
Childerig III († war-dro 754/5) |
743 – 751 | Roue ar Franked | Lakaet da roue gant Pepin Grenn, diroueet gantañ e 751 ha serret en ur manati. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Pepin III Pepin Grenn (war-dro 715 – 24 a viz Gwengolo 768) |
751 – 768 | Karolingidi | Maer ar palez e Neustria da varv e dad Karl Martel, e 741, hag en Aostrazia p'en em dennas Karloman. Skarzhañ a reas ar Merovingad Childerig III ha dilennet e voe da roue ar Franked e miz Du 751. | |
Karl Veur (2 a viz Ebrel 742 – 28 a viz Genver 814) |
768 – 814 | Karolingidi | Roue ar Franked goude marv e dad, asambles gant e vreur Karloman Iañ hag a varvas e 771. Sakret impalaer ar C'hornôg gant ar pab Leon III e Roma d'ar 25 a viz Kerzu 800. Marvet en Aix-la-Chapelle. | |
Loeiz Iañ an Deol (778 – 20 a viz Even 840) |
814 – 840 | Karolingidi | Roue Akitania e 781 hag impalaer ar C'hornôg d'an 11 a viz Gwengolo 813, a-gevret gant e dad. Sakret gant ar pab Étienne IV e Reims d'ar 5 a viz Here 816. Skarzhet e 833 gant e vab Lotar Iañ, distroet war an tron ar bloaz goude. | |
Karl II ar Moal (13 a viz Even 823 – 6 a viz Here 877) |
840 – 877 | Karolingidi | Roue Frankia ar C'hornog goude feur-emglev Verdun (843). Sakret impalaer ar C'hornôg e Roma d'ar 25 a viz Kerzu 875 goude marv e niz Loeiz II ar Yaouank. | |
Loeiz II Besteod (1 a viz Du 846 – 10 a viz Ebrel 879) |
877 – 879 | Karolingidi | Roue Akitania e 867, ha roue ar Franked goude marv e dad Karl II. Sakret e Compiègne d'an 8 a viz Kerzu 877. | |
Loeiz III (war-dro 864 – 5 a viz Eost 882) |
879 – 882 | Karolingidi | Dilennet roue ar Franked asambles gant e vreur Karloman II goude marv o zad Loeiz II. Sakret e Ferrières e miz Gwengolo 879. Marvet dihêr. | |
Karloman II (war-dro 866 – 12 a viz Kerzu 884) |
879 – 884 | Karolingidi | Dilennet da roue ar Franked asambles gant e vreur Loeiz III goude marv o zad Loeiz II. Sakret e Ferrières e miz Gwengolo 879. Roue nemetañ goude marv e vreur d'ar 5 a viz Eost 882. Marvet dihêr. | |
Karl III an Tev (839 – 13 a viz Genver 888) |
884 – 887 | Karolingidi | Mab Loeiz II Germania, galvet evit seveniñ rejañs Charlez Eeun, mab diwezhañ Loeiz II. Tennet e holl ditloù digantañ d'an 11 a viz Kerzu 887. | |
Odo Iañ (war-dro 860 – 1 a viz Genver 898) |
888 – 898 | Robertidi | Dilennet da roue ar Franked goude skarzhet Charlez an Tev. Sakret e Compiègne d'an 29 a viz C'hwevrer 888. | |
Charlez III Eeun[1] (17 a viz Gwengolo 879 – 7 a viz Here 929) |
893 – 922 | Karolingidi | Mab Loeiz II, skarzhet diouzh an tron goude marv e vreur Karloman II en abeg d'e oad tener. Pa voe skarzhet Karl III e oa re yaouank c'hoazh hag e voe dibabet Odo, kont Pariz, en e lec'h. Padal e voe sakret e Reims d'an 28 a viz Genver 893 pa oa Odo o ren c'hoazh. En em glevet a rejont evit ma renje Charlez goude marv Odo : deuet da vezañ roue ar Franked d'an 1 a viz Genver 898. Skarzhet gant uhelidi ar rouantelezh a zilennas ha lakaas Roperzh, kont Bourgogn, da vezañ sakret d'an 30 a viz Even 922. Prizoniad e 923. Marvet er vac'h. | |
Roperzh Iañ (war-dro 866 – 15 a viz Even 923) |
922 – 923 | Robertidi | Breur Odo, ne c'houlennas ket gwiskañ ar gurunenn goude marv hemañ. Gant meur a uhelad e savas a-enep Charlez Eeun e 921. Sakret e Reims d'an 30 a viz Even 922. Marvet en emgann Soissons. | |
Raoul (war-dro 890 – 15 a viz Genver 936) |
923 – 936 | Bosonidi | Roue ar Franked goude marv Roperzh Iañ dre ma nac'has an uhelidi daskoriñ ar gurunenn da Charlez Eeun. Sakret d'an 13 a viz Gouere 923 e Soissons. Marvet divab diwar laouegezh. | |
Loeiz IV Tramor (10 a viz Gwengolo 921 – 10 a viz Gwengolo 954) |
936 – 954 | Karolingidi | Mab Charlez eeun, roue goude marv Raoul hepken, pa nac'has Huon ar Bras gwiskañ ar gurunenn. Sakret e Laon d'an 19 a viz Even. Marvet goude bezañ kouezhet diwar ur marc'h. | |
Lotar (war-dro 941 – 2 a viz Meurzh 986) |
954 – 986 | Karolingidi | Roue ar Franked goude marv e dad Loeiz Iv d'an 10 a viz Gwengolo 954. Sakret e Reims d'an 12 a viz Du. | |
Loeiz V an Didalvez (war-dro 967 – 22 a viz Mae 987) |
986 – 987 | Karolingidi | Sakret e Compiègne d'an 8 a viz Even 979. Roue ar Franked goude marv e dad Lotar d'an 2 a viz Meurzh 986. Marvet dihêr goude bezañ kouezhet diwar ur marc'h. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Huon Capet (war-dro 940 – 24 a viz Here 996) |
987 – 996 | Kapesianed | Dug ar Franked adalek 960, dilennet roue ar Franked goude marv Loeiz V ha sakret e Noyon (?) d'an 3 a viz Gouere (?) 987. | |
Roperzh II an Deol (972 – 20 a viz Gouere 1031) |
996 – 1031 | Kapesianed | Sakret d'ar 25 a viz Kerzu 987 e Orléans, evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Huon Capet d'ar 24 a viz Here 996. | |
Huon II (1007 – 17 a viz Gwengolo 1025) |
1017 – 1025 | Kapesianed | Sakret d'an 9 a viz Even 1017 e Compiègne evel roue a-gevret. | |
Herri Iañ (1008 – 4 a viz Eost 1060) |
1031 – 1060 | Kapesianed | Sakret d'ar 14 a viz Mae 1027 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Roperzh II d'an 20 a viz Gouere 1031. | |
Rejañs (1060 – 1066) : Anne Kiev, pried Herri Iañ. | ||||
Fulup Iañ (23 a viz Mae 1052 – 29 a viz Gouere 1108) |
1060 – 1108 | Kapesianed | Sakret d'an 23 a viz Mae 1059 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Herri Iañ d'ar 4 a viz Eost 1060. | |
Loeiz VI Tev (1 a viz Kerzu 1081 – 1 a viz Eost 1137) |
1108 – 1137 | Kapesianed | Roue ar Franked d'an 29 a viz Gouere 1108 goude marv e dad Fulup Iañ. Sakret e Orléans d'an 3 a viz Eost. | |
Fulup (29 a viz Eost 1116 – 13 a viz Here 1131) |
1129 – 1131 | Kapesianed | Mab henañ Loeiz VI. Sakret d'ar 14 a viz Ebrel 1129 e Reims evel roue a-gevret. | |
Loeiz VII ar Yaouankañ (1120 – 18 a viz Gwengolo 1180) |
1137 – 1180 | Kapesianed | Eil mab Loeiz VI. Sakret d'ar 25 a viz Here 1131 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad d'an 1 a viz Eost 1137. | |
Fulup II an Aogust (21 a viz Eost 1165 – 14 a viz Gouere 1223) |
1180 – 1223 | Kapesianed | Sakret e Reims d'an 1 a viz Du 1179 evel roue kevret. Roue ar Franked goude marv e dad Loeiz VII d'an 18 a viz Gwengolo 1180. An hini kentañ oc'h ober gant an titl roue Bro-C'hall. | |
Loeiz VIII al Leon (5 a viz Gwengolo 1187 – 8 a viz Du 1226) |
1223 – 1226 | Kapesianed | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup II d'ar 14 a viz Gouere 1223. Sakret e Reims d'ar 6 a viz Eost. Marvet diwar red-kof. | |
Rejañs (1226 – 1235) : Blanca Kastilha, pried Loeiz VIII. | ||||
Loeiz IX pe Sant Loeiz (25 a viz Ebrel 1214 – 25 a viz Eost 1270) |
1226 – 1270 | Kapesianed | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz VIII d'an 8 a viz Du 1226. Sakret e Reims d'an 29 a viz Du 1226. Marvet diwar red-kof. | |
Fulup III an Hardizh (30 a viz Ebrel 1245 – 5 a viz Here 1285) |
1270 – 1285 | Kapesianed | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz IX d'ar 25 a viz Eost 1270. Sakret e Reims d'an 30 a viz Eost 1271. | |
Fulup IV ar C'hoant (1268 – 29 a viz Du 1314) |
1285 – 1314 | Kapesianed | Roue Navarra dindan an anv Fulup Iañ dre e zimez gant ar rouanez Janed Iañ d'ar 14 a viz Eost 1284, ha roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup III d'ar 5 a viz Here 1285. Sakret e Reims d'ar 6 a viz Genver 1286. | |
Loeiz X ar Chikaner (4 a viz Here 1289 – 5 a viz Even 1316) |
1314 – 1316 | Kapesianed | Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Loeiz Iañ goude marv e dad Fulup IV d'an 29 a viz Du 1314. Sakret e Reims d'ar 24 a viz Eost 1315. Marvet pa oa e wreg o tougen. | |
Rejañs (1316) : Fulup Poitiers, breur Loeiz X. | ||||
Yann Iañ an Dalif (15 a viz Du – 19 a viz Du 1316) |
1316 | Kapesianed | Mab dalif Loeiz X ; ne vevas nemet 5 devezh. | |
Fulup V an Hir (17 a viz Du 1293 – 3 a viz Genver 1322) |
1316 – 1322 | Kapesianed | Eil mab Fulup IV. Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Fulup II goude marv e niz Yann Iañ. Sakret e Reims d'an 11 a viz Genver 1317. Marvet divab. | |
Charlez IV ar C'hoant (18 a viz Even 1294 – 1 a viz C'hwevrer 1328) |
1322 – 1328 | Kapesianed | Trede mab Fulup IV. Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Charlez Iañ goude marv e vreur Fulup V. Sakret e Reims d'an 21 a viz C'hwevrer. Marvet divab. Ar c'hudennoù a savas evit renkañ e susit a voe kaoz eus Brezel Kant Vloaz. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Fulup VI (1293 – 22 a viz Eost 1350) |
1328 – 1350 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e genderv Charlez IV. Sakret e Reims d'an 29 a viz Mae. | |
Yann II ar roue mat (26 a viz Ebrel 1319 – 8 a viz Ebrel 1364) |
1350 – 1364 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup VI. Sakret e Reims d'ar 26 a viz Gwengolo. Marvet er vac'h e Londrez. | |
Charlez V ar Fur (21 a viz Genver 1338 – 16 a viz Gwengolo 1380) |
1364 – 1380 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Yann II. Sakret e Reims d'an 19 a viz Mae. | |
Charlez VI ar Foll (3 a viz Kerzu 1368 – 22 a viz Here 1422) |
1380 – 1422 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez V. Sakret e Reims d'ar 4 a viz Du. Paket gant ur barrad follentez e 1392. | |
Charlez VII an Trec'hour pa Pourvezet mat (22 a viz C'hwevrer 1403 – 22 a viz Gouere 1461) |
1422 – 1461 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez VI, dre ma nac'has asantiñ da feur-emglev Troyes a lakae Herri V Bro-Saoz war an tron. Sakret e Reims d'ar 17 a viz Gouere 1429 gant sikour Janed Ark. | |
Loeiz XI an Evezhiek (3 a viz Gouere 1423 – 30 a viz Eost 1483) |
1461 – 1483 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez VII. Sakret e Reims d'ar 15 a viz Eost 1461. | |
Rejañs (1483 – 1491) : Anne de Beaujeu, merc'h Loeiz XI. | ||||
Charlez VIII ar Sichant (30 a viz Even 1470 – 7 a viz Ebrel 1498) |
1483 – 1498 | Valois | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz XI. Sakret e Reims d'an 30 a viz Mae 1484. Marvet divab. | |
Loeiz XII Tad ar bobl (27 a viz Even 1462 – 1 a viz Genver 1515) |
1498 – 1515 | Valois-Orléans | Roue Bro-C'hall goude marv e genderv Charlez VIII. Sakret e Reims d'ar 27 a viz Mae 1498. Marvet divab. | |
Frañsez Iañ (12 a viz Gwengolo 1494 – 31 a viz Meurzh 1547) |
1515 – 1547 | Valois-Angoulême | Roue Bro-C'hall goude marv e genderv ha tad-kaer Loeiz XII. Sakret e Reims d'ar 25 a viz Genver 1515. Marvet diwar gwadlestegezh. | |
Herri II (31 a viz Meurzh 1519 – 10 a viz Gouere 1559) |
1547 – 1559 | Valois-Angoulême | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Frañsez Iañ. Sakret e Reims d'ar 26 a viz Gouere 1547. Marvet goude bezañ gloazet en un tournamant. | |
Frañsez II (19 a viz Genver 1544 – 5 a viz Kerzu 1560) |
1559 – 1560 | Valois-Angoulême | Roue Bro-C'hall goude marv e dad Herri II. Sakret e Reims d'an 18 a viz Gwengolo 1559. | |
Charlez IX (27 a viz Even 1550 – 30 a viz Mae 1574) |
1560 – 1574 | Valois-Angoulême | Roue Bro-C'hall goude marv e vreur Frañsez II. Sakret e Reims d'ar 15 a viz Mae 1561. | |
Herri III (19 a viz Gwengolo 1551 – 2 a viz Eost 1589) |
1574 – 1589 | Valois-Angoulême | Dilennet da roue Polonia d'an 11 a viz Mae 1573 ha distroet da Vro-C'hall goude marv e vreur Charlez IX. Sakret e Reims d'an 13 a viz C'hwevrer 1575. Muntret gant Jacques Clément. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Herri IV ar Meur (13 a viz Kerzu 1553 – 14 a viz Mae 1610) |
1589 – 1610 | Bourboned | Roue Navarra e 1572, roue Bro-C'hall goude marv e genderv Herri IIIhag an doa e zibabet evel susitour. Dinac'h ar brotestantelezh d'ar 25 a viz Gouere 1593 evit bezañ sakret e Chartres d'ar 27 a viz C'hwevrer 1863. Muntret gant François Ravaillac. | |
Rejañs (1610 – 1622) : Maria de' Medici, pried Herri IV. | ||||
Loeiz XIII ar Reizh (27 a viz Gwengolo 1601 – 14 a viz Mae 1643) |
1610 – 1643 | Bourboned | Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad Herri IV. Sakret e Reims d'ar 17 a viz Here. Marvet diwarkleñved Crohn. | |
Rejañs (1643 – 1651) : Anna Aostria, pried Loeiz XIII. | ||||
Loeiz XIV ar Meur pe ar Roue-Heol (5 a viz Gwengolo 1638 – 1 a viz Gwengolo 1715) |
1643 – 1715 | Bourboned | Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad Loeiz XIII. Sakret e Reims d'ar 7 a viz Even 1654. Ne grogas da ren da vat nemet goude marv Mazarin e 1661. Marvet diwar brein-krign. | |
Rejañs (1715 – 1723) : Fulup Orléans, niz Loeiz XIV. | ||||
Loeiz XV (15 a viz C'hwevrer 1710 – 10 a viz Mae 1774) |
1715 – 1774 | Bourboned | Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad-kuñv Loeiz XIV. Sakret e Reims d'ar 25 a viz Here 1722. Marvet diwar gwadlestegezh. | |
Loeiz XVI (23 a viz Eost 1754 – 21 a viz Genver 1793) |
1774 – 1792 | Bourboned | Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad-kozh Loeiz XV. Sakret e Reims d'an 11 a viz Even 1775. Roue ar C'hallaoued d'an 10 a viz Here 1789. Krennet e c'halloud gant Bonreizh an 3 a viz Gwengolo 1791, asantet gantañ d'an 13. Skarzhet diouzh an tron d'an 21 a viz Gwengolo 1792. Dibennet dre ar Guillotine da heul e brosez. | |
(Loeiz XVII) (27 a viz Meurzh 1785 – 8 a viz Even 1795) |
1793 – 1795 | Bourboned | Ne renas ket, met anavezet e voe evel roue gant e eontr Loeiz XVIII hag ar roueelourien. Marvet er vac'h e Tour an Templ. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Napoleon Iañ (15 a viz Eost 1769 – 5 a viz Mae 1821) |
1804 – 1814 | Bonaparte | Pennkoñsul adalek 1799, koñsul e vuhez-pad adalek 1802, impalaer ar C'hallaoued dre Bonreizh an 18 a viz Mae 1804. Sakret e Notre-Dame-de-Paris d'an 2 a viz Kerzu. Tennet e c'halloud digantañ gant ar Sened d'an 3 a viz Ebrel 1814. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Loeiz XVIII (17 a viz Du 1755 – 16 a viz Gwengolo 1824) |
1814 – 1815 | Bourbons | Emzisklêriet roue goude marv e niz Loeiz XVII ha roue da vat adalek ar 6 a viz Ebrel 1814 goude dilez Napoleon. Tec'hel a reas kuit eus Pariz da noz an 20 a viz Meurzh 1815. |
Impalaeriezh kentañ (Ar C'hant Deiz)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Napoleon Iañ | 1815 | Bonaparte | Distroet d'an Tuileries d'an 20 a viz Meurzh, nebeut goude tec'hadenn Loeiz XVIII. Trec'het e Waterloo d'an 18 a viz Even, dilezet ar galloud d'an 22 a viz Even evit reiñ e lec'h d'e vab[2]. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Loeiz XVIII | 1815 – 1824 | Bourbons | Adc'halvet gant ar gouarnamant-da-c'hortoz d'an 22 a viz Even 1815 goude eil dilez Napoleon, erruet e Pariz d'an 8 a viz Gouere. | |
Charlez X (9 a viz Here 1757 – 6 a viz Du 1836) |
1824 – 1830 | Bourbons | Roue Bro-C'hall goude marv e vreur Loeiz XVIII d'ar 16 a viz Gwengolo 1824. Sakret e Reims d'an 29 a viz Mae 1825. Rediet da reiñ e zilez goude an Trois Glorieuses d'an 2 a viz Eost 1830. | |
(Loeiz XIX) (6 a viz Eost 1775 – 3 a viz Even 1844) |
1830 | Bourbons | Lavaret e vez a-wechoù eo bet Loeiz Bro-C'hall, mab henañ Charlez X, roue Bro-C'hall gant an anv Loeiz XIX e-pad an 20 munutenn a voe etre sinadur an akt a zilez gant Charlez X ha sinadur an daofin. | |
(Herri V) (29 a viz Gwengolo 1820 – 24 a viz Eost 1883) |
1830 | Bourbons | Lavaret e vez eo bet roue eus an 2 a viz Eost betek ar 7 a viz Eost, etre dilez e dad-kozh Charlez X evitañ ha galv Loeiz-Fulup Iañ gant Kambr an dilennidi. |
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Loeiz-Fulup Iañ ar Roue-Sitoyan (6 a viz Here 1773 – 26 a viz Eost 1850) |
1830 – 1848 | Tiegezh Orléans | Goude dispac'h miz Gouere 1830 e voe disklêriet roue ar C'hallaoued d'an 9 a viz Eost. Roet e zilez goude dispac'h miz C'hwevrer 1848 evit e vab-bihan Fulup Orléans. Hemañ ne voe ket anavezet gant ar Vodadenn a zisklêrias an Eil Republik. |
- 1848-1852 : an Eil Republik
Anv | Ren | Titloù | Notennoù | |
---|---|---|---|---|
Napoleon III (20 a viz Ebrel 1808 – 9 a viz Genver 1873) |
1852 – 1870 | Bonaparte | Dilennet da brezidant an Eil Republik c'hall e 1848, ha graet gantañ taol-stad an 2 a viz Kerzu 1851 a gasas d'an Eil Impalaeriezh e miz Kerzu 1852 hag eñ impalaer ar C'hallaoued. Trec'het en emgann Sedan e voe bac'het d'an 2 a viz Gwengolo 1870. Embannet e voe an Trede Republik daou zevezh goude. |