Rogier van der Weyden
Rogier van der Weyden pe Rogier de le Pasture (1399 pe 1400 - 18 a viz Mezheven 1464) a oa ul livour flamank, gwelet evel unan eus re bouezusañ ar XVvet kantved gant Jan van Eyck.
Buhez ha familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rogier van der Weyden a voe ganet e Tournai gant an anv Rogier de le Pasture, e 1399 pe 1400. E dad a oa anvet Henri de le Pasture hag e vamm a oa anvet Agnes de Watrélos. En em staliet e oa e familh e Tournai pa laboure e dad eno evel mestr-konteller. E 1426 e timezas Rogier gant Elisabeth, ha hi merc'h ar c'here Jan Goffaert hag e wreg Cathelyne van Stockem. Rogier hag Elisabeth o doe pevar bugel : Cornelius (ganet e 1427), Margaretha (1432). A-raok an 21 a viz Here 1435 en em stalias ar familh e Brusel, ma voe ganet daou vugel all : Pieter (1437) ha Jan (1438). Diwar an 2 a viz Meurzh 1436 e voe roet an titl a 'livour kêr Brussel' (stadsschilder) da van der Weyden. E Brusel e veze komzet nederlandeg, setu perak e kemmas van der Weyden e anv hag e teuas da vezañ 'Rogier van der Weyden'. War a lenner e oa un den brokus hag ur c'hatolik devot[1].
Deskiñ ar vicher livour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouezer ket kalz traoù diwar-benn an doare ma teskas van der Weyden ar vicher. Dielloù Tournai (peurzistrujet e-pad an Eil Brezel-bed, ul lodenn anezho a oa bet treuzskrivet en XIXvet hag e penn-kentañ an XXvet kantved) a zo enno a bep seurt traoù kontrol ha neuze int bet displeget e meur a zoare. Diwar unan eus an dielloù e ouezer e voe roet gwin gant kuzul-kêr Tournai d'un den anvet 'Maistre Rogier de le Pasture' d'ar 17 a viz Meurzh 1427. D'ar 5 a viz Meurzh 1428 e voe degemeret un den anvet 'Rogelet de le Pasture' e stal-labour Robert Campin, asambles gant Jacques Daret. D'ar 1añ a viz Eost 1432 e voe roet da Rogier de le Pasture an titl a vestr livour[2]. Kalz tud a soñj dezho ez eo 'Rogelet' ha 'Rogier' daou zen disheñvel. E 1426-1427 e oa Rogier un den dimezet a oa tost da 30 vloaz, da lavaret eo koshoc'h evit oad boutin an deskarded a zo bet implijet evel arguziñ e vefe 'Rogelet' ul livour all, a vefe bet yaouankoc'h. Er bloavezhioù 1420 ne zae ket mat en-dro kouchoù Tournai : marteze e voe deskoni diwezhat Rogier/Rogelet ur reolenn a oa da zoujañ outi hervez lezenn. D'ar mare-se e oa Jacques Daret etre 20 ha 30 vloaz hag e oa bet o labourat e stal-labour Campin abaoe 10 vloaz da nebeutañ.
Marteze e voe roet an titl a vestr da Rogier a-raok ma krogfe da livañ, ha marteze neuze e vefe bet roet ar gwin dezhañ da lidañ an titl-se. Perzh van der Weyden war an dachenn sokial ha kefredel a oa kalz brasoc'h evit hini arzourien all ar mare-se. Peurliesañ e vez liammet oberennoù Jacques Daret ha re Robert Campin ha Rogier van der Weyden a-benn displegañ e vefe bet Rogier van der Weyden deskard Robert Campin.
Livour kêr Brusel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneg diwezhañ Rogier de la Pasture a gaver e dielloù archant Tournai (d'an 21 a viz Here 1435), ma lenner demeurrant à Brouxielles ('o chom e Brusel'). Er memes koulz e kaver ar meneg kentañ eus Rogier de Weyden evel livour ofisiel kêr Brusel. Sed perak e soñjer e oa Rogier de la Pasture ha Rogier Van der Weyden ar memes den. Ar garg a livour ofisiel a voe krouet a-ratozh-kaer evit Van der Weyden. Liammet e oa ar garg ouzh seveniñ peder oberenn diwar-benn dodenn ar justis, da vezañ staliet e Kambr alaouret ti-kêr Brussel[3]. Dielloù liesseurt a ziskouez e oa un den en e vleuñv. Ar poltredoù a livas (duged Bourgogn ha tud tost outo) a ziskouez e oa tost ouzh pennoù-bras an Izelvroioù.
Stern-aoter Miraflores a voe urzhiet marteze gant ar roue Juan II Kastilha, rak roet e voe da vanati Miraflores gant Juan II e 1445. Marteze e reas Rogier ur pirc'hirinded da Roma e 1450, ma c'hellas daremprediñ arzourien italian. Ar familhoù Este ha Medici a urzhias livadurioù gantañ. Bianca Maria Visconti, hag a oa dugez Milano, a gasas Zanetto Bugatto, hag eñ livour al lez, da VBrusel da zeskiñ e stal-labour Rogier. Tamm-ha-tamm e kreskas brud van der Weyden, hag er bloavezhioù 1450 ha 1460 e voe anvet "an hini uhelañ" pe c'hoazh "an hini gwellañ" gant tud evel Cusanus, Filarete ha Facius. D'an 18 a viz Even 1464 e varvas van der Weyden ha douaret e voe e chapel Santez Katell en iliz-veur Sant Gudulf[4].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne c'haller reiñ oberenn ebet da Rogier van der Weyden da vat diwar dielloù ar XVvet kantved. Hervez Lorne Campbell e c'haller reiñ tri livadur dezhañ, met da vareoù' zo ez eus bet divizoù diwar-benn an tri livadur-se.[5]
Levezon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bras e voe levezon doare livañ van der Weyden en Europa a-bezh, dreist-holl e Frañs, Alamagn, Italia ha Spagn. D'e heul e teuas Hans Memling, met ne c'haller ket pruiñ en dije desket ar vicher gant van der Weyden. Bras e voe ive levezon van der Weyden war al livour hag engraver alaman Martin Schongauer.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Azeulerezh an rouaned
-
Teirzaolenn ar familh Braque, panelloù diavaez serret
-
Teirzaolenn ar familh Braque, tu kleiz
-
Teirzaolenn ar familh Braque, tu dehou
-
Chroniques de Hainault
-
Poltred ur plac'h yaouank, e-tro 1435
-
Poltred ur vaouez, e-tro 1460
-
Izabel Portugal (Dugez Bourgogn), e-tro 1445-50
-
Poltred Francesco d'Este, e-tro 1460
-
Ar Varnadenn ziwezhañ
-
Poltred Philip de Croÿ, e-tro 1460
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Catholic Encyclopedia
- ↑ Dirk de Vos, 1999, Rogier van der Weyden, p. 51
- ↑ Dirk de Vos, 1999, Rogier van der Weyden, p. 53
- ↑ Dirk de Vos, 1999, Rogier van der Weyden, p. 63
- ↑ Lorne Campbell, "The New Pictorial Language of Rogier van der Weyden", in Rogier van der Weyden, Master of Passions, ed. Campbell & Van der Stock, 2009, pp.32-64
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Campbell, Lorne, Van der Weyden, London: Chaucer Press (2004) ISBN 1-904449-24-7
- Campbell, Lorne, The Fifteenth Century Netherlandish Schools, London: National Gallery Publications (1998) ISBN 1-85709-171-X
- Campbell, Lorne & Van der Stock, Jan, Rogier van der Weyden: 1400-1464. Master of Passions, ISBN 978-90-8526-105-6, Davidsfonds, Leuven, 2009.
- de Vos, Dirk. Rogier van der Weyden: The Complete Works ISBN 0-8109-6390-6, Harry N Abrams, 2000
- Kemperdick, Stephan Rogier van der Weyden (Masters of Dutch Art), ISBN 3-8290-2571-8, Könemann, 2000.
- Dhanens, Elisabeth, Rogier van der Weyden. Revisie van de documenten, Royal Academy of Belgium, Brussels, 1995.
- Davies, Martin, Rogier van der Weyden: An Essay with a Critical Catalogue of Paintings Assigned to him and to Robert Campin, London: Phaidon, 1972. ISBN 0-7148-1516-0
- De Vos, Dirk. The Flemish Primitives. Europe: Amsterdam University Press, 2002.
- Dillenberger, Jane. Style and Content in Christian Art. 2nd Ed. New York: Crossroad Publishing Company, 1986.
- Marzio, Peter C. A Permanent Legacy: 150 works from the Collection of the Museum of Fine Arts, Houston. 1st Ed. New York: Hudson Hills Press, 1989.
- Snyder, James. Northern Renaissance Art: Painting, Sculpture, The Graphic Arts from 1350 to 1575. 2nd ed. Upper Saddle River, New Jersey: Prentice Hall Inc. and Pearson Education, Inc., 2005.