Raibeart Brus
Neuz
(Adkaset eus Robert I a Vro-Skos)
Raibeart Brus pe Raibeart I ("Roperzh ar C'hentañ" e brezhoneg; Robert (the) Bruce e saozneg; Robert de Brus pe Robert de Bruys er skridoù kozh), ganet d'an 11 a viz Gouhere 1274 en ul lec'h diasur (marteze en ur c'hastell e Cill Osailt), ha marvet d'ar 7 a viz Mezheven 1329 e Càrdainn Ros, a oa Roue Skos adalek 1306 betek e varv. Brudet eo evit bezañ unan eus ar renerien a zegasas dieubidigezh Bro-Skos ha lakaet eo da vezañ unan eus harozed vroadel ar vro. Eñ eo a c'hounezas Emgann Allt a' Bhonnaich (Bannockburn) e-kichen Sruighlea e 1314 ma voe faezhet arme ar Saozon.