Richarzh Breizh
Neuz
Richarzh Breizh, pe Richard d'Étampes, ganet en 1395, marvet d'an 2 a viz Mezheven 1438 e Klison, kont Étampes, Vertus, Benon, Mantes, aotrou Klison, Palluau, Les Essarts, Houdan, a oa mab da Yann IV, dug Breizh, ha d'e drede pried Janed Navarra, ha breur d'an dug Yann V.
Brezeliñ a reas ouzh ar Saozon e Guyenne (1419) hag ouzh Yann II, dug Alençon (1432).
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1423 e timezas da Marc'harid Orleañs (war-dro 1405 † 1466), kontez Vertus, merc'h da Loeiz Iañ Orleañs, hag a oa breur d'ar roue gall Charlez VI (Bro-C'hall), ha da Valentina Visconti (1368-1408), hag a oa merc'h da Gian Galeazzo Visconti, Dug Milano.
Bugale o doe:
- Mari (1424 - 1477), abadez
- Isabeau (1426 - 1438)
- Catherine (1428 - goude 1476), dimezet e 1438 gant Guillaume de Châlon († 1475), priñs Orange
- Frañsez II (1435 - 1488), dug Breizh
- ur mab (1436 - 1436)
- Marc'harid (1437 - goude 1466), leanez
- Madalen († 1462)