Repuidi Brezel Spagn e Breizh
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Brezel Spagn a grogas gant ar pronunciamiento (disklêriadur enebiñ) embannet gant ur strollad jeneraled eus lu Republik Spagn. D'ar 17 a viz Gouere 1936 en em savas an arme e Melilla, e Maroko, ha tamm-ha-tamm e kazarnioù arall. Neuze e krogas ur brezel dic'hortoz, hir ha drastus.
An emgannoù hag ar bombezadegoù a lakaas miliadoù a dud da guitaat Spagn.
- 1937 : degemeret e voe tud o tont eus Spagn, Euskariz en o mesk, e Breizh, abalamour da Vrezel Spagn ; 2 500 anezhe a voe kaset da Borzh-Lae[1].
- Mae - Eost 1937 : tro da 2 300 repuad a zegouezhas e Penn-ar-Bed[2].
- 9 a viz Mae 1937 : 446 bugel degemeret e Ploeneg.
- Ar "Skoazell Ruz", gant e gadoriad Louis Guilloux, a glaskas gwellaat an traoù evit ar re a oa deuet da Sant-Brieg.
- 2-3 a viz C'hwevrer 1939 : 180 mui 280 repuad o tont eus Spagn a zilestras e Groe a-raok bout kaset de Borzh-Loeiz[3].
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 18
- ↑ Espagnols en Bretagne
- ↑ Histoire de l'île de Groix