Mont d’an endalc’had

Reimerswaal

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Reimerswaal
Banniel Reimerswaal
Ardamez Reimerswaal
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Reimeserwaal (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 243,08 km² eo gorread Reimerswaal (douar : 101,97 km², dour : 141,11 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 21 354 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Reimerswaal : Bath, Hansweert, Krabbendijke, Kruiningen, Oostdijk, Rilland, Waarde ha Yerseke. Savet e voe kumun Reimerswaal e 1970, pa voe kendeuzet ar c'humunioù da-heul : Krabbendijke, Kruiningen, Rilland-Bath, Waarde ha Yerseke. Brudet eo marc'had Yerseke, ma werzher istr ha meskl.

Kêr Reimerswaal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêr gozh Reimerswaal

Dont a ra anv ar gumun eus hini kêr Reimerswaal hag a voe roet gwirioù-kêr dezhi e 1374. Meur a wech e voe distrujet gant an dourioù-beuz, hag an annezidi ziwezhañ a dec'has kuit e 1632. keñveriet gant kumun Reimerswaal e oa lec'hiet muioc'h en norhz, e penn reter Oosterschelde, en ul lec'h anvet "Verdronken Land van Reimerswaal" hiziv an deiz.

Transportoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar c'hornôg d'ar reter ez eus tri zi-gar : Kruiningen-Yerseke, Krabbendijke, Rilland-Bath, war al linenn hent-houarn a ya eus Vlissingen da Roosendaal.

E kuzul-kêr Reimerswaal ez eus 19 dileuriad :

  • SGP :7 dileuriad
  • PvdA : 4 dileuriad
  • CDA : 3 dileuriad
  • Leefbaar Reimerswaal : 3 dileuriad
  • VVD : 1 dileuriad
  • ChristenUnie : 1 dileuriad

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.