Mont d’an endalc’had

Raymond Lebossé

Eus Wikipedia

Raymond Lebossé, bet ganet d'an 8 a viz Mae 1923 en Ervoreg (Liger-Atlantel), ha marvet e miz Kerzu 2014 e Sant-Juluan-Gouwent, a zo ur penn embregerezh hag ur politikour breizhat.

Goude e studioù eil derez e studias ar Gwir en ur labourat. Dedennet-kenañ eo gant ar yezhoù (saozneg, kastilhaneg, alamaneg, italianeg, ruseg ha portugaleg...).

Rener an embregerezh Les Fours à chaux d'Erbray e oa betek ma voe lonket gant SA Meac. Dont a reas da vezañ penn servij gwirel an embregerezh-se betek e retred e 1988.

Kuzulier-kêr eo bet e-pad 48 vloaz abaoe 1947. Eilmaer eo bet ha maer etre 1983 ha 1995.

Kuzulier departamant eo bet adalek 1976 betek 2001. Besprezidant komision ar sevenadur eo bet. Karget e oa eus sevenadur Breizh e Liger-Atlantel eta. Dileuriad Liger-Atlantel e Skol-Uhel ar Vro, en ATCR, e Kuzul Sevenadurel Breizh hag e kreizenn Amzer Nevez Plañvour eo bet.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1997.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]