Mont d’an endalc’had

Republik Demokratel Alamagn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus RDA)
Deutsche Demokratische Republik
Republik Demokratel Alaman
Banniel RDA Skoed-ardamez RDA
Banniel Ardamezioù

Lec'hiadur DDR / RDA
Kan broadel Auferstanden aus Ruinen
Yezhoù kenofisiel Alamaneg
(Sorabeg e Lusatia)
Kêr-benn Berlin ar Reter
(ent-ofisiel: Berlin, Hauptstadt der DDR)
Gorread
• En holl
• % dour

108 179 km²
< 1
Poblañs
• Hollad
• Stankter

16 350 000 (1990)
115/km²
Dieubidiegezh 1949-1990
Gouel broadel 7 a viz Here
Moneiz Mark der DDR (DDM)
Kod pellgomz 37
Kenrouedad .dd (laosket dizimplij)

Ar Republik Demokratel Alaman (RDA, en alamaneg: DDR: Deutsche Demokratische Republik), pe Republik Demokratel Alamagn, a oa ur stad european krouet d’ar 7 a viz Here 1949 ha divodet d’an 3 a viz Here 1990, pa voe kendeuzet gant Republik Kevreadel Alamagn (BRD) da vare unvanidigezh Alamagn. Graet e veze anezhi «Alamagn ar Reter» alies.

Diazezet e voe tiriad DDR war an tachad bet aloubet gant an Arme Ruz goude an eil brezel bed. Da lavaret eo reter Alamagn (harzoù 1937), hep an tachadoù reter da linenn Oder-Neisse, hag a oa bet staget ouzh Polonia hag URSS. Tro-dro da diriad DDR e oa Polonia er reter, Tchekoslovakia er su, Republik Kevreadel Alamagn (BRD) er c’hornôg hag aodoù ar mor Baltek en norzh. E-kreiz tiriad DDR e oa Berlin ar C’hornôg, kelc’hiet gant moger Berlin, 155 km hirder dezhi (43,1 km e diabarzh Berlin). Lec’h uhelañ DDR a oa er menezioù Erzgebirge, war an harzoù gant Tchekoslovakia, e Fichtelberg (1 214 m uhelder).

Harz diabarzh Alamagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre DDR hag Alamagn ar C’hornôg (BDR) e oa un harz 1 393 km anezhañ. Unan eus lodennoù evezhietañ ar Rideoz Houarn e oa. An holl ziazezadurioù surentez a dape 344 km² eus tachenn DDR, ha bez' e oa 80 500 km orjal dreinek ha 2 230 000 a vinoù. Evezhiet e oa an harz gant 14 000 soudard ha 600 ki. Gwir o doa ar soudarded da dennañ war kement hini en dije klasket tremen dreist d’an harz.

Prezidanted DDR

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prezidanted Kuzul Stad DDR

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Erich Honecker

Pa varvas Wilhelm Pieck e voe paouezet gant post “prezidant DDR”(Präsident der DDR) hag e plas e voe aozet renerezh a-stroll Kuzul-Stad DDR (Staatsrats der DDR) renet gant :

  • Etre ar 7 a viz Gwengolo 1960 hag ar 1añ a viz Eost 1973 : Walter Ulbricht
  • Etre an 3 a viz Here 1973 hag an 29 a viz Here 1976 : Willi Stoph
  • Etre an 29 a viz Here 1976 hag an 23 a viz Here 1989 : Erich Honecker
  • Etre ar 24 a viz Here 1989 hag ar 7 a viz Kerzu 1989 : Egon Krenz
  • Etre ar 7 a viz Kerzu 1989 hag an 18 a viz Meurzh 1990 : Manfred Gerlach
  • Etre 18 a viz Meurzh 1990 hag an 3 a viz Here 1990 (adunvanidigezh Alamagn) : Lothar de Maizière

Prezidanted Kuzul ar Vinistred

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradur tachad DDR

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar 15 Bezirke (pastell-vro) etre 1952 ha 1990

Etre 1949 ha 1952 e oa rannet tiriad DDR e pemp Land : Brandenburg, Mecklemburg, Saxe, Saxe-Anhalt ha Thuringen. E 1952 e voe divodet ar stad gevreadel, hag ar pemp Land a voe diframmet. Neuze e voe rannet an tiriad e en 15 Bezirke (pastell-vro) :

  • Pastell-vro Berlin
  • Pastell-vro Dresden
  • Pastell-vro Karl-Marx-Stadt
  • Pastell-vro Leipzig
  • Pastell-vro Gera
  • Pastell-vro Erfurt
  • Pastell-vro Suhl
  • Pastell-vro Halle
  • Pastell-vro Magdeburg
  • Pastell-vro Cottbus
  • Pastell-vro Potsdam
  • Pastell-vro Frankfort
  • Pastell-vro Neubrandenburg
  • Pastell-vro Schwerin
  • Pastell-vro Rostock
Ar pemp Land a-raok adunivanidigezh 1990. Linnenoù ruz : harzoù nevez, linnenoù du : harzoù kozh

Pa voe unvanet Alamagn (Wiedervereinigung, d’an 3 a viz Here 1990) e voe aozet ar pemp Land en-dro. Kemmet e voe o harzoù war bouez nebeut, ha kemmet ivez un nebeud anvioù anezho : Mecklemburg a zeuas da vezañ Mecklemburg-Vorpommen. Anvet e voent stadoù kevreadel nevez (Neue Bundesländer). Berlin a voe unvanet ivez, hag hiziv an deiz eo ul Land (kêr-stad).

Arme vroadel ar bobl (Nationale Volksarmee - NVA) a voe krouet e 1956, goude Bundeswehr Alamagn ar C’hornôg. E 1983 e oa enni 170 000 den. Ul lodenn eus armeoù Feur-emglev Varsovia e oa.

Arouezioù ha gouel broadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Arouez : ar morzhol, ar c’helc’hier hag ar strobad ed, rak unan eus anvioù DDR a oa "bro ar vicherourien hag al labourerien-douar" (Arbeiter und Bauernstaat). Adalek 1959 e voe lakaet an arouez-se e kreiz banniel Alamagn, hag e teaus da vezañ banniel ofisiel DDR.
  • Gouel broadel: Tag der Republik (devezh ar Republik), 7 a viz Here.
  • Kan broadel: Auferstanden aus Ruinen.
  • Etre 1949 ha 1964 : Deutsche Mark (disheñvel diouzh Deutsche Mark BDR).
  • Etre 1964 ha 1967 : Mark der Deutschen Notenbank.
  • Etre 1967 ha 1990 : Mark der DDR, "Ostmark"
  • Goude ar 1 a viz Gouere 1990 (unvaniezh voneiz): Deutsche Mark BDR.

E-kichen Alexanderplatz ez eus ur mirdi ennañ peadra da adkavout aergelc’h DDR. Ennañ e c’haller gwelout traoù arouezius eus ar stad-se, hag e c’haller zoken bleniañ unr c’harr Trabant pa weladenner Berlin ar Reter.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.