Public Image Ltd.
Public Image Limited (PiL pe c'hoazh Public Image Ltd.) a oa ur strollad sonerezh post-punk bet krouet e 1978 gant Johnny Lydon goude ma vefe bet divodet Sex Pistols. Kalz nevezinti a zo bet degaset er sonerezh amplaet a-drugarez d'ar strollad-se.
Penn-kentañ ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech divodet Sex Pistols, ez eas Lydon da Jamaika e-pad teir sizhunvezh, asambles gant Richard Branson (hag eñ e penn Virgin Records). Eno e klaskas Lydon kavout sonerien reggae. Ur wech distro d'ar Rouantelezh-Unanet ez eas Lydon e darempred gant Jah Wobble[1], gant ar pal sevel ur strollad nevez. En em anavezout a raent abaoe ar bloavezhioù 1970 : asambles o doa sonet e dibenn Sex Pistols, hag entanet e oa an daou anezho gant ar sonerezh reggae ha gant sonerezh ar bed. Wobble a zeskas neuze seniñ gitar boud. Lydon az eas ivez e darempred gant Keith Levene. Kejet en doa c'hoazh gantañ e 1976, pa sone Levene gant The Clash. Degemeret e voe ivez an tabouliner kanadian Jim Walker. Kregiñ a reas P.I.L. gant ar bladenn vihan anvet Public Image, hag a oa tost a-walc'h ouzh sonerezh Sex Pistols. Berzh a reas er Rouantelezh-Unanet koulz hag er Stadoù-Unanet.
Pladenn gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa welas izili ar strollad e rae berzh o fladenn e tivizjont stagañ gant enrollañ o fladenn vras gentañ. Meur a gudenn a savas e-pad an enrollañ : ar budjed a voe implijet evit prenañ dramm, Wobble en em gannas gant skoazeller ar produer, ha skarzhet e voe ar strollad diouzh Wessex Studios. A-benn ar fin e teuas a-benn ar strollad da enrollañ eizh kanaouenn. Berzh a reas memes tra ar bladenn (First Issue he zitl) pa zeuas er-maez : gwall zisheñvel diouzh ar sonerezh produet er mare-se e oa, dreist-holl a-drugarez da son gitar boud Wobble ha da hini gitar Levene (ur gitar aluminiom a implijas). Evit a selle ouzh ar c'han e seblante Lydon bezañ o pediñ hag oc huchal war-un-dro, hag e zoare da ganañ a oa heñvel ouzh hini arzourien evel Yoko Ono. Gwerzhet e voe mat ar bladenn er Rouantelezh-Unanet hag er peurrest eus Europa.
Metal Box
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Metal Box a zeuas er-maez e 1979. Evit a sell ouzh an enrollañ e voe ken diroll an traoù ha pa voe enrollet First Issue. Jim Walker a oa aet kuit a-raok ma krogfe an enrollañ, ha meur a dabouliner all a voe degemeret, en o zouez unan anvet Karl Burns. Devet e voe e daboulinoù gant Wobble. Pa zeuas Metal Box er-maez e voe kinniget dindan stumm teir fladenn 45 tro e-barzh boestoù rolloù filmoù. Goude-se e teuas er-maez en-dro dindan stumm ur bladenn zoubl, anvet Second Edition. Hiziv an deiz e vez gwelet evel unan eus ar pladennoù rock pouezusañ. Gwall zisheñvel diouzh kement tra embannet e 1979 eo, hag enni e klever eo bet levezonet PiL gant strolladoù sonerezh-arnodiñ alaman evel Can pe Neu!. Da heul embannadur ar bladenn e voe aozet un droiad er Stadoù-Unanet, met meur a sonadeg a voe nullet abalamour d'ar bec'h a save etre ar strollad hag e di-embann er Stadoù-Unanet, Warner Brothers e anv. Bec'h a savas ivez etre Lydon ha Levene, hag a felle dezhañ kemer muioc'h-mui a blas er strollad. Muioc'h-mui a heroin a gemere ivez. Tonket e oa ez afe an traoù a-dreuz. A-benn ar fin ez eo Wobble a darzhas hag a guitaas ar strollad. Hiziv an deiz ne ouezer ket hag-eñ e kuitaas ar strollad e-unan pe hag-eñ e voe bountet er-maez. Gouzout a reer avat e felle dezhañ e vefe siriusoc'h an traoù e diabarzh ar strollad. War washaat ez eas an traoù e-pad ur sonadeg er Ritz e New York. D'ar mare-se ne chome nemet Lydon ha Levene er strollad (Martin Atkins a oa bet skarzhet nepell a-raok), ha Levene a zivizas e vefe aozet ur gwir happening, hep tamm pleustriñ ebet. Da vare ar sonadeg e voe diskouezet ar strollad a-dreñv ur skramm. E-keit ma voe skignet sonerezh PiL Ec'h ijine ar strollad traoù all war ar prim. Lydon a grogas da gunujenniñ an arvesterien, um emgann a savas hag al leurenn a voe distrujet. Ar sonadeg bet raktreset en deiz war-lerc'h a voe nullet kerkent.
Flowers of Romance
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Martin Atkins a voe degemeret en-dro evit seniñ taboulinoù pa voe enrollet Flowers of Romance, un albom diaesoc'h da selaou evit Metal Box. Levene a zilezas ar gitar hag e sonas kenaozer. War ar bladenn e klever dreist-holl taboulinoù, mouezh Lydon, sonioù bet enrollet war gasedigoù ha trouzioù gitar boud dic'hortoz. Bec'h a savas en-dro etre Levene hag Atkins, ha Levene az eas kuit. Goude-se e voe enrollet ar bladenn Live in Tokyo. Warni e son Atkins, Lydon hag ul laz-seniñ a sone evit euredoù en New Jersey. Atkins az eas kuit e 1985, goude ma vefe bet embannet This Is What You Want, This Is What You Get. Gant ar bladenn-se e kemmas doare seniñ ar strollad : selaouerien nevez a voe tizhet, padal ne voe ket ken dedennet ar re a selaoue PiL Abaoe krouidigezh ar strollad.
Compact Disc/Cassette/Album
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1986 e teuas er-maez Compact Disc (anvet ivez Cassette pe Album, hervez ar stumm). Ar skritur glas implijet a oa ar memes hini hag an hini implijet evit ar madoù generek.
Dibenn PiL
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas Happy? er-maez e 1987,. E-pad hañvezh 1988 e troas PiL er Stadoù-Unanet, hag e 1989 e troas asambles gant New Order ha The Sugarcubes dindan an anv Monsters of Alternative Rock. Padout a reas PiL betek 1993, hag er bloavezh-se e tivizas Lydon chom a-sav gant ar strollad. D'ar mare-se e oa Lydon, Ted Chau (gitar, kenaozer), Bruce Smith (bet e-barzh The Pop Group hag e-barzh Rip Rig & Panic, taboulinoù), John McGeoch (bet ezel eus Magazine hag eus Siouxsie and The Banshees gitar), ha Russel Webb (gitar boud) er strollad. Ez-ofisiel n'eo ket divodet ar strollad, ha hervez Lydon n'eo ken met un troc'h a vez graet gant e izili.
Pladennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladennoù enrollet er studio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- First Issue (1978, Virgin Records)
- Metal Box (1979, Virgin Records)
- Flowers of Romance (1981, Virgin Records)
- This Is What You Want... This Is What You Get (1984, Virgin Records)
- Album (1986, Virgin Records/Elektra Records)
- Happy? (1987, Virgin Records)
- 9 (1989, Virgin Records)
- That What Is Not (1992, Virgin Records)
- This Is PiL (2012)
- What the World Needs Now... (2015)
- End of World (2023)
Pladennoù « live » ha dastumadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](# : plas en hit-parade breizhveuriat)
- Second Edition (Metal Box adembannet) - 1979
- Paris au Printemps (live) - 1980 #61
- Live in Tokyo (live) - 1983 #28
- The Greatest Hits, So Far (dastumadeg) - 1990 #20
- Box (koufrig) - 1990
- Plastic Box (koufrig) -1999
- Public Image/Second Edition - 2003
Pladennoù single
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](# : plas en hit-parade breizhveuriat)
- "Public Image" - 1978 #9
- "Death Disco" - 1979 #20
- "Memories" - 1979 #60
- "Flowers of Romance" - 1981 #24
- "This Is Not a Love Song" - 1983 #5
- "Bad Life" - 1984 #71
- "Rise" - 1986 #11
- "Home" - 1986 #75
- "Seattle" - 1987 #47
- "The Body" - 1987 #100
- "Disappointed" - 1989 #38
- "Warrior" - 1989
- "Don't Ask Me" - 1990 #22
- "Cruel" - 1992 #49
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fodderstompf Lec'hienn saoznek diwar-benn ar strollad