Projur
Neuz
Ar projur a oa luc'haj toerien Montroulez. Un nebeud gerioù e projur a voe dastumet gant Francis Gourvil hag embannet er gelaouenn Kroaz ar Vretoned e miz Ebrel 1912. Hervez Divi Kervella e oa tost a-walc'h d'an tunodo, luc'haj pilhaouerien ha toerien ar Roc'h-Derrien.
Projur | Brezhoneg standard |
---|---|
projuri | kaozeal |
tosoù | patatez |
brif gwenn | bara gwinizh |
brif du | bara segal |
mastig | amann |
Sant-Nikolaz | kig-sall |
teotach | soubenn |
drest | mat, brav |
ven | fall, divalav |
lans | dour |
lans gwenn | gwin gwenn |
lans ru | gwin ruz |
lans gregons | piketez |
ar bos | ar mestr |
ar buson | mab ar mestr |
ur veizel | ur plac'h |
ur veizel jeun | ur plac'h yaouank |
flêch | arc'hant |
melchon Tahiti | butun |
treid morzhol | anduilh |
dizoari | sellet en kuzh |
divoser | diegus |
bourgeu | fourmaj |
morilhon | kafe |
grefier | kazh |
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kroaz ar Vretoned niverenn 419, 07 a viz Ebrel 1912 [1]
- Divi KERVELLA, Geriaoueg luc'hajoù ar brezhoneg, An Alarc'h embannadurioù 2003, ISBN 2-9520238-2-4