Poateveg
Neuz
Ar poateveg (pouétevin pe poetevin er vro) zo ur yezh romanek, eus familh ar yezhoù oil. Komzet e vez e proviñs kozh Poatev, e Bro-C'hall, da lavaret eo e departamantoù Vendée, Deux-Sèvres (nemet er biz, war-dro Thouars), Vienne (nemet en hanternoz, war-dro Loudun), e gwalarn departamant Charente, hag ivez en hanternoz proviñs kozh Aunis (war-dro ar Roc'hell hag en enez Ré, e Charente-Maritime bremañ), e kreisteiz al Liger-Atlantel (Bro-Raez) hag en un tammig eus departamant Maine-et-Loire (Mauges).
Alies-mat e vez bodet gant ar santonjeg en ur strollad poateveg-santonjeg[1] gant ar yezhoniourien hag ar skolveuridi, met dispartiet e vez an div yezh-se gant lod[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Domani ar poateveg hag ar santonjeg, gant ur gartenn (lec'hienn Parlanjhe vivant)
- (fr) Présentation du poitevin-saintongeais, gant Eric Nowak
- Poetevin-Séntunjhaes