Plou
Plou a zo ur stumm d'ar ger ploue, ploe "parrez" en anvioù-lec'h brezhonek. Dont a ra eus al latin plebs, plebis hag a dalv pobl, tud. Ar parrezioù e Plou- a voe diazezet gant Bretoned o tont eus Breizh-Veur. Ar memes rakger a gaver e kembraeg (Plwyf) hag e kerneveureg (plu). Plo, Plu, Ple, Pleu zo stummoù all stank pe stankoc'h e rannvroioù zo e Breizh. Heuliet e vez gant anv un den, ul lec'h pe un anv-gwan. Sed amañ un nebeud skouerioù :
Plou gant anv un den :
|
Ple gant anv un den : |
Diwallit : Ploumanac'h e zeu eus Poull ha Manac'h.
Plou gant ul lec'h : |
Ple/Pleu gant ul lec'h : |
Plou gant un anv-gwan : |
Pleu gant un anv-gwann : |
Lec'hanvioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lec'hanvioù e Plou-, Plo-, Plu- ha Ple- er-maez eus ar broioù predenek n'o deus netra da welout gant ar rakger brezhonek. Sed amañ un nebeud skouerioù :
- Plou, ur gumun e Bro-C'hall, e departamant ar Cher,
- Plou, ur gumun e Spagn, e Proviñs Teruel, en Aragón,
- Plouvain e rannvro Hauts-de-France e Bro-C'hall,
- Plobsheim en Elzas ha Plochingen er Baden-Württemberg, e pep tu eus an harzoù,
- Plovdiv e Bulgaria,
- Ploiești e Roumania,
- Płock e Polonia
- Ploujne en Ukraina, etc...
Ploudon, korrblanedenn an egor, n'eo ket ur barrez diazezet gant ar Vretoned kennebeut.
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar rakger plou a gaver stank e parrezioù Breizh-Izel e voe savet ar ger Plouc e-pad an Trede Republik gant ar C'hallaoued evit ober goap ouzh ar Vretoned o doa divroet da Bariz. Implijet e vez ar ger c'hoazh e galleg evit komz eus ur "paourkaezh den", dizesk ha gant doareoù gros, diwezhat. Ploukistan zo ur ger all savet diwar Plouc evit komz eus Breizh pe Kreiz-Breizh.