Pedro Petrone
Pedro Petrone Schiavone (lesanvet Perucho pe l'Artillero), bet ganet d'an 11 a viz Mae 1905 e La Comercial (ur c'harter eus Montevideo (Uruguay)) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Kerzu 1964 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn).
E vicher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hleuboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed amañ da-heul ar c'hleuboù mell-droad en devoa c'hoariet enne :
- 1920-1923 : Solferino Montevideo,
- 1923-1924 : Charley Montevideo,
- 1924-1931 : Nacional Montevideo, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1924,
- 1931-1933 : Fiorentina (Firenze, Rouantelezh Italia d'ar mare-se),
- 1933-1934 : Nacional, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1933.
Diskouez a reas bezañ ur paler hep e bar : bezañ e voe peder gwech gwellañ goleador Primera División de Uruguay (d'ar mare amatour) ha capocannoniere Seria A italian e 1932 (pemp pal warn-ugent, rampo gant Angelo Schiavio).
E skipailh broadel Uruguay
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nav gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1923 ha 1930, ha merket pevar fal warn-ugent.
Kemeret en devoa perzh Pedro Patrone e pevar dalc'h, aet ar maout gantañ dre ziv wech (e 1923 ha 1924), renket da eil e 1927 ha da drivet e 1929. Sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa c'hoariet gant e skipailh broadel :
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
4 a viz Du 1923 | Estadio Gran Parque Central (Montevideo) | Uruguay - Paraguay | 2-0 |
25 a viz Du 1923 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Brazil | 2-1 |
2 a viz Kerzu 1923 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Arc'hantina | 2-0 |
Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant an arc'hantinat Vicente Aguirre.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
19 a viz Here 1924 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Chile | 5-0 |
26 a viz Here 1924 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Paraguay | 3-1 |
2 a viz Du 1924 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Arc'hantina | 0-0 |
Gant e bevar fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg ha, kement hag ober, dilennet e voe da wellañ c'hoarier ivez.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
6 a viz Du 1927 | Estadio Nacional del Perú (Lima) | Uruguay - Bolivia | 9-0 |
20 a viz Du 1927 | Estadio Nacional del Perú | Arc'hantina - Uruguay | 3-2 |
Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant ar c'hoarierien arc'hantinat Alfredo Carricaberry ha Segundo Luna koulz hag e genvroiz Roberto Figueroa ha Héctor Scarone.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
1añ a viz Du 1929 | Estadio Alvear y Tagle (Buenos Aires) | Paraguay - Uruguay | 3-0 |
C'hoarioù Olimpek hañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). En degouezh diwezhañ-mañ ez eas da wellañ paler ar gevezadeg a-drugarez d'ar seizh (7) pal en devoa plantet e-barzh.
Krogadoù a vignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 21 a viz Gwengolo 1924 e Montevideo : Uruguay 1-1 Arc'hantina,
- 28 a viz Gwengolo 1924 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-0 Uruguay,
- 2 a viz Here 1924 e Buenos Aires : Arc'hantina 2-1 Uruguay,
- 10 a viz Kerzu 1927 e Viña del Mar : Chile 2-3 Uruguay,
- 16 a viz Mezheven 1929 e Buenos Aires : Arc'hantina 2-0 Uruguay.
- 29 a viz Eost 1927 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-1 Uruguay,
- 21 a viz Gwengolo 1928 e Montevideo : Uruguay 2-2 Arc'hantina,
- 28 a viz Gwengolo 1929 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-0 Uruguay.
- 30 a viz Eost 1928 en Avellaneda : Arc'hantina 1-0 Uruguay,
- 20 a viz Gwengolo 1929 e Montevideo : Uruguay 2-1 Arc'hantina,
- 25 a viz Mae 1930 e Buenos Aires : Arc'hantina 1-1 Uruguay.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. Ne c'hoarias nemet ar c'hrogad kentañ :
18 a viz Gouere : Uruguay 1-0 Perou.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.