Mont d’an endalc’had

Pedro Carlos de Borbón

Eus Wikipedia
Pedro Carlos de Borbón, en bugel

Pedro Carlos de Borbón (e spagnoleg), pe Pedro Carlos Antonio Rafael José Javier Francisco Juan Nepomuceno Tomás de Villanueva Marcos Marcelino Vicente Ferrer Raimundo, pe Pedro Carlos de Bourbon e Bragança (e portugaleg) (1786-1812) a oa infant Spagn, a-berzh e dud, hag infant Portugal a-berzh e bried, Maria Teresa de Bragança. Mervel a reas da 26 vloaz.

Mab e oa d'an infant spagnol Gabriel de Borbón (1752-1788) ha d'an infantez Mariana Victoria de Portugal. E dad a oa mab da Carlos III, roue Spagn, ha d'ar briñsez María Amalia de Sajonia, ha daou vugel all o devoa bet war-lerc'h Pedro: Carlota (1787-1787), ha Carlos (1788-1788), met marvet e oant tost kenkent ha ganet.

Daou vloaz e oa, e 1788, pa varvas e vamm er gwentloù, hag e dad ivez a varvas gant ar vrec’h buanik goude. Mervel a reas e dad-kozh roue ivez, e 1788 bepred, hag e vreur bihan prestik goude. Marteze eo dre un tamm gwarizi ouzh e vreur Gabriel, tad Pedro, eo e voe kaset Pedro gant ar roue nevez, e eontr Carlos IV, da Bortugal, bro c'henidik e vamm, ma voe savet gant e vamm-gozh, ar rouanez Maria Iañ Portugal.

Pinvidik-mor e oa Pedro Carlos gant madoù bras e dad, ha mat e oa degemeret en e vro nevez. Roet e voe dezhañ medalennoù Urzh ar C'hrist (Orden do Cristo) ha hini San Benito de Avis, ouzhpenn ar re en devoa bet e Spagn : hini ar Maoutken Aour (Toisón de Oro) ha Kroaz Veur (Gran Cruz) Carlos III.

En 1792 e voe disklêriet e oa kollet he spered gant e vamm-gozh Maria Iañ, e-pad un abadenn ofisiel e Salvaterra. He mab, don Joao, eontr Pedro Carlos, a zeuas da vout rejant Portugal.

Ne veze ket aes an darempredoù atav gant an tiegezh portugalat. En em glevout mat avat a rae gant e geniterv kompez Carlota Joaquina de Borbón, a oa dimezet d'ar rejant don Joao. Pedro Carlos a dremene e amzer en Queluz, ma oa en em dennet doña Carlota Joaquina pa zispartias "de facto" diouzh he fried rejant.

En 1807 e voe aloubet Portugal gant soudarded c'hall Napoleone Buonaparte. D'an 29 a viz Du e tec'has Pedro hag e vamm-gozh war vourzh al lestr Príncipe Real (« priñs roueel »). Trevadenn bortugalat e oa Brazil d'an ampoent.

Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808. Goude-se ez ejont da chom da Rio de Janeiro. E palez San Cristovao e voe lakaet an infant, er Paço da Cidade edo ar rejant João hag an infantezed. E Brazil ne oa ket ar vuhez evel e Portugal, ha nebeutoc'h a orbidoù a veze graet. Setu krog an infant Pedro d'ober al lez d'e geniterv Maria Teresa Portugal, petra ma bennak ma klasked, en 1808, reiñ he dorn da Fernando VII, he c'henderv roue Spagn. Soñjal a reas neuze ar voereb, harluet ha dispartiet diouzh he fried, lakaat Pedro Carlos da vezañ roue un Amerika spagnol dizalc'h diouzh ar vetropolenn aloubet gant ar C'hallaoued. Mont a reas neuze e darempred gant an amiral saoz Sidney Smith, a oa e penn al listri saoz eoriet e Rio.

E Mae 1810 e timezas Pedro Carlos de Borbón da Maria Teresa Portugal. A-benn daou vloaz evurusted e klañvas Pedro Carlos, hag e varvas e Boa Vista d'ar 4 a viz Gouhere 1812.

Ur mab en doe Pedro Carlos de Borbón: