Mont d’an endalc’had

Pederastiezh

Eus Wikipedia



Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un termen ledan eo ar bederastiezh (diwar ar henc'hresianeg pais "paotr" erastes "amourus") implijet evit komz eus darempredoù heñvelrevel etre oadourion ha krennarded.

Kavet e veze pratikoù a seurt-se e meur a sevenadur de ar bed da geñver an henamzer, ha brudet a-walc'h eo ar perzh sokial ma c'hoarveze e Henc'hresia dreist-holl, ma talveze kement da dudi ha d'un darempred deskiñ etre ur studier yaouank hag ur mest koshoc'h evitañ, deuet en e oad. Daoust ha ma oa anezhañ un dra reoladel e sevenadur ar vro, tud zo a save o mouezh a-anep d'ar bederastiezh, dreist-holl pa denne da darempredoù reizhel war-eeun, en o zouez Platon.

E Henroma e oa bet skarzhet ar bederastiezh pa degouezhas ar gristeniezh eno.

Diaes eo lakaat ur vevenn rik etre ar bederastiezh hag ar bedofiliezh ha dreist-holl an efebofiliezh hag un torfed a c'hell bezañ suert darempredoù hiziv hervez lezennoù resis pep bro hag a denn d'an oad ma c'hell unan kaout darempredoù reizhel.



Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.