Paul Cayard
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Paul Pierre Cayard a zo un merdeer amerikan ganet e 1959 e San Francisco. Kemeret en deus perzh en ur bern redadegoù a live uhel, en o zouez an America's Cup, ar Volvo Ocean Race hag ar C'hoarioù Olimpek. En holl en deus kemeret perzh Paul div wech er C'hoarioù Olimpek, pemp gwech e koupenn Amerika ha gounezet en deus seizh kampionnad bedel.
Penn kentañ e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tapout a reas un diplom e business ha managment er San Francisco State University e 1981. Dimezhet eo gant Ulrika Kristina Petterson, merc'h ar merdeer brudet eus bro Sveden Pelle Petterson.
Loreadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2005-2006
- Sturiañ a ra ar vag Pirates of the Caribbean er Volvo Ocean Race. Echuiñ a ra eil.
- 2002
- 1999
- Gounid a ra ar Steinlager Cup
- 1998
- Anvet da verdeer ar bloaz gant Rolex
- 1997-1998
- Gounid a ra ar Whitbread (bremañ adanvet Volvo Ocean Race)war bag Sveden FF Language
- 1996
- Mont a ra ar maout gantañ war ar Sardinia Cup
- Gounid a ra kampionad ar bed klas 40
- 1995
- Gounid a ra ar Citizens Cup, ar pezh a ra gwir dezhañ da zifenn kipenn America
- Gounid a ra an Admiral's Cup (redadeg diavaez)
- 1994
- Gounid a ra ar Sardinia Cup
- Gounid a ra ar c'h/Kenwood Cup
- 1992
- Gounid a ra al Louis Vuitton's Cup
- Anvet eo da verdeer ar bloaz gant ar gazetenn Rothmans
- 1991
- Gounid a ra kampionad ar bed war bagoù 50 troatad war Abracadabra e Japan
- Anvet eo da verdeer ar bloaz gant ar gazetenn Yatching magazine.
- 1989
- Mont a ra ar maout gantañ e kampionad ar bed ar c'hlas Un donenn (bagoù un donenn)
- 1988:
- Gounid a ra kampionad ar bed Star
- Gounid a ra kampionad ar bed ar c'hlas Maxi war Il Moro di Venezia III