Paprika
Neuz
Ar paprika zo un temz, ruz e liv, a reer gant frouezh sec'het ha drailhet ar skilbebr (Capsicum annuum, eus kerentiad ar Solanaceae). E yezhoù zo e reer gant an termen "paprika" evit ar frouezh-se end-eeun.
Implijet e vez ar paprika da demzañ meuzioù abalamour d'e frond put ha d'e liv ruz.
Lavarout a reer e teu ar ger "paprika" eus ar ger hungarek paprika, a dalvez kement ha pebr (Capsicum).
Implijet e vez paprika evit keginañ e meur a vro eus Azia, e Spagn hag en Hungaria, ma vez lakaet er meuz anvet goulach.