Mont d’an endalc’had

PTRD-41

Eus Wikipedia
PTRD-41
Skeudenn ar pennad PTRD-41

Soudarded soviedel o tifenn Moskov gant ur fuzuilh enep-dafar PTRD-41 (1941)
Kinnig
Bro URSS
Doare Fuzuilh enep-dafar
Mont en-dro Un-tenn, dre vorailh
Munision 14,5 × 114 mm
Mare ijinañ 1941
Mare produiñ 1941–1945
Mare servij 1941 – bloavezhioù 1960
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 17,3 kg
Hirder 2 020 mm
Hirder ar c'hanol 1 350 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 300 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 1 012 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar PTRD-41 (berradur Protivo Tankovoye Ruzhyo Degtyaryova, hervez an anv rusianek Противотанковое однозарядное ружьё системы Дегтярёва образца 1941 года, Arm enep-tank Degtyaryov un tenn doare 1941) a vez graet eus ur fuzuilh enep-tankoù ijinet gant Vasily Degtiarev hag implijet adalek 1941 gant an Arme Ruz soviedat e-pad an Eil Brezel-bed.

Ur soudard finlandat oc'h implijout ur fuzuilh enep-tankoù PTRD-41 paket gantañ (1944).

Deskrivadur hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar PTRD a zo un fuzuilh-vorailh un tenn simpl da broduiñ ha da implijout. Daou zen a ranke bezañ war-dro evit hec'h implijout abalamour d'he ment ha d'he fouez uhel (2.020 mm ha 17,3 kg).

Kambret eo evit kartouchennoù 14,5 × 114 mm, ur munision galloudus a c'helle toullañ aes tankoù alaman evel ar Panzer III hag ar c'hentañ tankoù doare Panzer IV. Adalek 1943 hag araokadennoù houarnaj ar c'hirri alaman, ne oa ket mui efedus evit toullañ hobregonoù an tankoù nevesoc'h. Gellet a rae bezañ implijet memestra evit tennañ a-dostoc'h war gostez ha biskoulennoù an hobregonoù. Gellet a rae tennañ en ur mod efedus war karbedoù biskoulet pe kanolioù emlusker ivez.

185.000 skouerenn eus ar PTRD a oa bet produet e fin 1942. War-dro 450.000 zo bet produet en holl betek 1945.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan