PM M1910
Mindrailherez PM 1910 | |
---|---|
Ur vindrailherez Maxim PM 1910 | |
Kinnig | |
Bro orin | Impalaeriezh Rusia |
Mont en-dro | Mindrailherez |
Deveret eus | Mindrailherez Maxim |
Munisionoù | 7,62 × 54 mm R |
Mare krouidigezh | 1909 - 1910 |
Mare produiñ | 1910 - 1939 1941 - 1945 |
Mare implij | Abaoe 1910 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 23,8 kg |
Hirder | 1.067 mm |
Hirder ar c'hanol | 721 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | 600 tenn/mn |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 740 m/s |
Endalc'h | Gourizoù 250 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Pulyemyot Maksima PM1910 (rusianeg: Пулемёт Максима образца 1910 года, romanekadur: Pulemyot Maksima obraztsa 1910 goda, 'Mindrailherez Maxim doare 1910'), pe berraet en PM M1910, zo ur vindrailherez ponner implijet gant Lu Impalaeriezh Rusia e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, goude-se gant an Arme Wenn hag al Lu Ruz e-kerzh Brezel diabarzh Rusia. Servijet eo c'hoazh el lu soviedat e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet eo bet goude-se e-kerzh Brezel Korea, Brezel Viêt Nam, hag e-kerzh aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e oa bet er servij e miz Eost 1910, o vezañ un deveradur diouzh ar vindrailherez Maxim savet gant Hiram Maxim, kambret gant unan eus munisionoù diazez Rusia, ar 7,62 × 54 mm R. An M1910 a oa savet gant rodoù hag ur skoed difenn.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Soudarded soviedat o vezañ kenteliet war implij an M1910/30.
-
Soudarded al Lu Ruz gant un M1910/30 e-kerzh Emgann Koursk.
-
Un tachanka war ziskouez. Dafaret eo gant unan M1910/30.
-
Mindrailherezioù Maxim M1910/30 implijet evel arm enep kirri-nij.
-
Soudarded Otoman gant mindrailherezioù skrapet e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed.