PIAT
Iskevrennad eus | Banner-greunadennoù |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1942 |
Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel Korea |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Oberataer | British Army |
Manufacturer | Imperial Chemical Industries |
Munision | Bomb, HE/AT |
Treset gant | major, Millis Jefferis |
Lakaet er servij | 1942 |
Service retirement | 1950 |
Ar Projector, Infantry, Anti Tank (berraet en PIAT) Mk I a oa un arm enep-tank hezoug savet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Ar PIAT a oa bet ijinet e 1942 evel diskoulm d'an diouer a armoù saoz enep-tank troadegiezh efedus. Degemeret e oa bet er servij e 1943. Ar PIAT a oa bet implijet evit ar wech kentañ e-kerzh Kampagn Tunizia e 1943, ha chomet e oa er servij gant Bro-Saoz hag er peurrest eus nerzhioù Kenglad ar Broadoù betek penn-kentañ ar bloavezhioù 1950. Ar PIAT a oa bet dafaret da nerzhioù broioù all ouzhpenn-se evel an URSS (dre al Lend-Lease), ar Rezistañs C'hall, ar Stad Polonat Kuzh, an Haganah israelian (a implijas ar PIAT e-kerzh Brezel Arab–Israel 1948). C'hwec'h implijer saoz, pe eus ar C'henglad a voe enoret gant ar Victoria Cross evit an doare m'o devoa implijet ur PIAT en emgann.