Odovacer
Odovacer, pe Flavius Odovacer (433-493), a oa un ofiser eus an Impalaeriezh roman hag ur roue barbar en Italia (476-493).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Moarvat e oa ur Skir a orin, eus ur bobl kevredet gant an Huned. Kuitaat a reas Pannonia da vont da servij en arme roman. Dre ma kave dezho e veze graet bravoc'h d'ar varbared trec'het eget da soudarded an arme roman en em savas bagadoù a-enep Flavius Orestes, pennjeneral an arme roman hag e vab Romulus Augustulus, 12 vloaz, a oa bet lakaet da impalaer gant e dad. Odovacer a gemeras penn an emsavadeg, a gasas e armead a-enep ar jeneral Paulus, breur da Orestes, hag a ziskaras Romulus Augustulus en 476.
Petra bennak ma oa ar galloud etre e zaouarn e lavare bezañ patricius dindan an impalaer Zenon, impalaer Kergustentin, hag e meur a ziell latin eo meneget evel rex (roue). Kristen arian e oa met ne gemeras ket perzh en tabutoù relijiel.