Mont d’an endalc’had

Oadvezh Shōwa

Eus Wikipedia
An impalaer Hirohito hag ar prezidant Ronald Reagan

Graet e vez Oadvezh Shōwa eus ren an impalaer Hirohito adalek 1926 betek 1989, goude hini an impalaer Taishō. Ar ren hirañ e voe en Istor Japan[1]. E-pad ugent bloavezh kentañ e ren e savas al luskad broadelour radikal, ha meur a vrezel emledelour a voe. Goude bout bet faezhet en Eil Brezel-bed e voe dalc'het Japan gant Stadoù estren evit ar wezh kentañ en Istor ; pelloc'h e savas en-dro evel unan eus ar galloudoù armerzhel pennañ er bed[2].

Kresk galloud an arme

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moustret e oa bet luskadoù politikel an tu-kleiz e diwezh ar Marvezeh Taishō, ha buan e voe graet berzh gant strolladoù eus an tu-dehou levezonet gant ar faskouriezh[3]. Galloudus e oa an tu-dehou pellañ koulz er gouarnamant hag er gevredigezh, dreist-holl a-drugarez da Arme Kantōgun (関東軍 Kantō-gun), a oa kantonet e Sina a-hed an hent-houarn japanat e Manchouria ar Su[4].

D'an 18 a viz Gwengolo 1931, un ofiser japanat eus an tu-dehou pellañ a lakaas dinamit da darzhañ war an hent-houarn, hep freuzañ tra ebet avat. Goude bezañ tamallet Sinaiz, arme Bro-Japan a aloubas Manchouria kent staliañ eno ur Stad dezhi, Manchukuo (満州国 Manshū kuni), d'an 18 a viz C'hwevrer 1932, hep aotre ebet a-berzh o gouarnamant. Taolet e voe ar garez etrebroadel war Japan, en em dennas diouzh Kevredigezh ar Broadoù e miz Meurzh 1933.[5]

Arbennigourion japanat oc'h ensellet an hent-houarn goude an darzhadenn

Ar Pennmaodiern Tsuyoshi Inukai (1855-1932) a glaskas krennañ war galloud Arme Kantōgun, met drouklazhet e voe d'ar 15 a viz Mae 1932 gant tud eus an tu-dehou pellañ. Dre ma oa kreñvoc'h-kreñvañ enebiezh an arme hag an tu-dehou pellañ ouzh ar bolitikerion na oant ket soudarded, a lakaent da dud goubrenet, Tsuyoshi Inukai a voe ar sivil diwezhañ e penn gouarnamant Bro-Japan etre an daou Vrezel-bed[5]. D'ar 26 a viz C'hwevrer 1936, ofiserion eus an Arme Impalaerel a glaskas kemer ar galloud : kalz politikerion habask a voe drouklazhet a-raok ma c'hwitas an taol-Stad[5]. Startaet e voe beli al Lu war ar bolitikerion evelkent, hag an darn vuiañ eus ar strolladoù politikel a voe diskaret gant Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer (大政翼賛会 Taisei yokusan-kai), a voe disklêriet e miz Here 1940 gant ar Pennmaodiern Konoe Fumimaro (1891-1945)[6].

Eil brezel etre Japan ha Sina

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz politikerion japanat a oa mennet da vrasaat tiriad Japan evit ar mengleuzierezh hag evit divroañ dreistad ar boblañs[5], ar pezh a gasas d'an Eil brezel etre Japan ha Sina e 1937. Goude bezañ kemeret Nanjing, a oa kêr-benn Sina d'ar mare, e miz Kerzu 1937, e voe lazhadeg, palforsadeg, jahinadeg, preizhadeg, tangwalladeg ha torfedoù brezel all gant Lu Japan[7]. Daoust d'o zrec'h, Japaniz ne zeujont ket a-benn da ziskar gouarnamant Sina hag ar brezel a droas d'un hent-dall gwadek a badas betek 1945[5], ha da get ez eas raktres Japan da sevel ur bloc'had Stadoù aziat renet ganti ; den ne oar petra e voe perzh resis an impalaer Shōwa e brezelioù emastenn Japan : hervez lod istorourion ne oa nemet ur vargodenn dic'halloud, hervez lod all e skore hag e vroude raktresoù ar vilourion[8].
Ar Stadoù-Unanet a zivizas respont da aloubadeg Sina dre gastizañ armerzh Japan evit krennañ war he fourchesadur danvez ha mirout outi a vrezeliñ[9].

An Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed. Evit enebiñ ouzh darbaroù Stadoù-Unanet Amerika, Japan a sinas ur feur-emglev gant Alamagn hag Italia d'ar 27 a viz Gwengolo 1940 hag e miz Gwengolo ar bloaz-se e aloubas Indez-Sina c'hall ; e miz Gouere 1941 e voe lakaet seziz war holl vadoù Bro-Japan en Europa gant ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù[1].
E dibenn 1941, gouarnamant Japan renet gant ar Pennmaodiern Tōjō Hideki (1884-1948), a oa jeneral ha kadoriad Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer, a zivizas terriñ embargo SUA dre nerzh[5]. D'ar 7 a viz Kerzu 1941 e loc'has Morlu an Impalaeriezh an arsailh war Pearl Harbor, ur porzh eus morlu ar Stadoù-Unanet en Hawaii, ar pezh a redias SUA da zisklêriañ ar brezel dezhe ha da gemer perzh en Eil Brezel-bed antronoz, a-du gant ar Gevredidi. Goude an argadenn-se, Japan a aloubas trevadennoù eus ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù en Azia[5].

Meur a wezh e voe trec'h Japan kent Emgann Midway e deroù miz Mezheven 1942, ma'z eas an trec'h gant Stadoù-Unanet Amerika, hag Emgann Guadalcanal (7 a viz Eost 1942 – 9 a viz C'hwevrer 1943) ma voe trec'h ar Gevredidi hag a zisammas an Inizi Salomon diouzh yev Japan[5]. A-hed ar mare-se e sevenas Lu Japan torfedoù brezel : gwallgas prizonidi, drouklazhañ trevourion, arver armoù kimiek ha bevedel.[5]. Lakaet e oa ar soudarded japanat da fanatiked, pa raent « argadennoù banzai » (diwar al lugan 天皇陛下万歳 Ten'nōheika banzai "Bevet an impalaer"), argadennoù-emlazh gant o unvez Tokkō (神風別攻撃隊 Kamikaze Shinpū Tokubetsu gekitai, "Unvezh Argadiñ Arbennik Avel Doue") adalek 1944 ha pa stourment betek o soudard diwezhañ zoken pa oa anat e oant koll[5],[10].

Koabrenn derc'hanel en Hiroshima, 1945

Diaesoc'h-diaesañ e teuas buhez Japaniz da vezañ en abeg d'ar boued tailhet, d'an troc'hoù tredan ha da voustrerezh garv pep enebiezh ouzh ar gouarnamant.[4]
E kreiz 1944 bepred, ar Stadoù-Unanet a c'hounezas Emgann Saipan hag a adkemeras Inizi Mariana digant Japaniz. Alese e krogas an Amerikaned da vombezañ Bro-Japan[11]. Tremen an hanter eus gorread ar c'hêrioù bras a voe distrujet[1]. Emgann Okinawa (Ebrel-Mezheven 1945) a voe brasañ emgann war vor an Eil Brezel-bed ; 115 000 soudard ha 150 000 sivil japanat a voe lazhet eno[12].
D'ar 6 a viz Eost 1945, ar Stadoù-Unanet a vannas ur vombezenn derc'hanel war Hiroshima, a lazhas 20 000 soudard ha tremen 120 000 sivil japanat ; tri deiz goude, d'an 9 a viz Eost, e rejont heñvel e Nagasaki (betek 80 000 a dud lazhet). Ar c'hentañ argadenn derc'hanel en Istor e voe bombezadennoù derc'hanel Hiroshima ha Nagasaki.
D'an hevelep deiz, URSS a zisklêrias ar brezel da Vro-Japan hag a aloubas Manchouria. D'ar 14 a viz Eost e kodianas Japan, hag antronoz e komzas an impalaer Shōwa er skingomz broadel[13].

Goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-Japan dalc'het

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dalc'h ar Gevredidi e voe Japan neuze. Renet e voe de facto gant Komandant Meur ar Gevredidi, jeneral ar Stadoù-Unanet Douglas MacArthur (1880-1964), a voe lesanvet "shōgun estren" (外人将軍 gaijin-shōgun) gant Japaniz. Kalz eus ar c'hemmoù a vroudas a voe levezonet gant re an New Deal bet lakaet e pleustr gant Franklin D. Roosevelt er bloavezhioù 1930[5]. Klask a reas an dalc'hidi digreizennañ ar galloud e Bro-Japan dre derriñ ar zaibatsu, eleze o diberc'hennañ diouzh an douaroù labouret, a voe roet d'an dud o gouneze[4] ha dre vroudañ an dud da sevel sindikadoù labourerion[5]. Dizarmet e voe arme Impalaeriezh Japan[4], en o frankiz e voe lakaet he zrevadennoù[1], ha torret e voe al "Lezenn evit mirout ar peoc'h" hag an Tokkō[14]. Barnet ha kondaonet e voe an dorfedourion brezel gant al Lezvarn Vilourel Etrebroadel evit ar Reter-Pellañ, unnek Stad enni : Aostralia, Bro-C'hall, Filipinez, India, Izelvroioù, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Sina, SUA, URSS ha Zeland-Nevez[5].

Ar gouarnamant a voe tennet diouzh beli an impalaer ha lakaet da vezañ atebek dirak ur Parlamant dilennet[1]. Aotreet e voe an impalaer da chom war an tron, met rediet e voe da zianzav e orin doueel, ar pezh a reas d'ar 1añ a viz Genver 1946 dre an Ningen-sengen (人間宣言 "Disklêriadenn a zenelezh"). Echu e oa gant ar "Stad shintō" neuze[5]. Ur Vonreizh nevez a voe skrivet, a wareze ar frankizoù foran, gwirioù al labourerion, ar gwir d'ar maouezed da vouezhiañ, hag a verze ouzh Japan a vrezeliñ[5].

D'an 8 a viz Gwengolo 1951 e voe sinet e San Francisco ur feur-emglev a beoc'h etre Bro-Japan ha 49 Stad all. Bloaz goude e voe lakaet Japan en he frankiz en-dro, petra bennak ma kendalc'has SUA da verañ ul lodenn eus Inizi Ryūkyū[5]. E 1968, SUA a zistroas Inizi Ogasawara da Japan ; aotreet e voe Japaniz da zistreiñ di. E 1972 e voe restaolet Okinawa da Vro-Japan, met kampoù milourel eus ar Stadoù-Unanet zo c'hoazh eno hag en Inizi Ryūkyū da-heul ar Feur-emglev kenlabour ha surentez etre SUA ha Japan a voe sinet e 1960, ar pezh a lakaas kantadoù a viliadoù a Japaniz da vanifestiñ a-enep[1].

Diorroadur ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yoshida Shigeru (1878-1967) a voe Pennmaodiern e 1946–47 ha 194854, unan eus ar re a badas ar pellañ en Istor Japan[15]. Mennet e oa da startaat al liammoù etre e vro hag SUA evit diorren an armerzh e-lec'h an darempredoù etrebroadel[4]. E 1955, e strollad politikel, ar Jiyūtō (自由党 "Strollad Frankizour") a zeuas da vezañ ar Jiyū-Minshutō (自由民主党 "Strollad Demokratel Frankizour", SDF)[4] a zo c'hoazh o ren e 2022.
Gwan e oa armerzh Japan goude ar brezel, met gwellaat a reas adalek 1949 a-drugarez da labour ar banker Joseph M. Dodge (1890-1964) ha da Vrezel Korea (1950-53)[5]. Gant ar gouarnamant Yoshida e voe staliet ur Vaodiernezh ar C'henwerzh Etrebroadel hag ar Greanterezh (MKEG) evit ma kenlabourfe an embregerezhioù bras gant ar gouarnamant. Berz a reas an MKEG, pa vleunias an ijinerezh pounner hag an ezporzhiañ[5],[4]. Broudet e oa an armerzh japanat er bloavezhioù-se gant meur a dra : an teknologiezh hag an doareoù kornôgel da wiriañ perzhded ar c'henderc'hadoù, ar c'henlabour etre Japan hag SUA a-fed difenn hag armerzh, frankiz an enporzhiañ, digresk ar c'hweluniadoù, hiradenn an amzer-labour, politikerezh ar stummadur hag ar shūshin koyō (終身雇用 "implij a-hed buhez") en embregerezhioù[5]. E 1955 e tizhas armerzh Japan ul live dreist hini ar bloavezhioù 1930.[1]
E 1968 e oa armerzh Japan an eil kreñvañ er bed goude hini SUA[16] Ur c'hresk tost da 10% bep bloaz a voe e Korvoder broadel kriz (KBK)[17] Japan adalek 1956 betek enkadenn an tireoul, e 1973, a izelaas ar c'hresk da 4% betek deroù ar bloavezhioù 1990[18]. E-kerzh ar marevezh-se e teuas Japan da vout ar c'hentañ saverez kirri-tan er bed hag unan eus brasañ kenderc'herezed binvioù elektronek[5].

Hiraat a reas ar spi bevañ ; da 128 milion a dud e save poblañs Japan e 1990[1] (125,47 milion zo bet jedet evit miz Kerzu 2021[19])

Diwar c'houlenn SUA e voe assavet Lu Japan e 1954, dindan an anv "Nerzhioù Emzifenn Japan" (自衛隊 Jieitai) ; lod Japaniz a savas enep en ur lavaret e torre mellad 9 ar Vonreizh[20].
E 1956, Japan a emezelas en ABU. hag en hañv 1964 ez aozas ar C'hoarioù Olimpek. Kevreded gant SUA e voe a-hed ar Brezel Yen, daoust ma savas lod Japaniz a-enep. E 1956 c'hoazh, Japan hag URSS a zisklêrias ent-ofisiel diwezh ar brezel hag a eskemmas kannaded, daoust d'un dizemglev a-zivout Inizi Kouril a chom c'hoazh e 2022[21].
E 1960 e voe anazavet Republik Korea gant Japan daoust d'an dizemglev a-zivout Reier Liancourt e Mor Japan.[21]
Goude an Eil Brezel-bed ha hervez politikerezh SUA, Japan he devoa anazavet Republik Sina e Taiwan evel gouarnamant reizh Sina ; er bloaz 1972 avat ez anzavas Republik Pobl Sina[21].

A-c'houde diwezh ar gouzalc'herezh e 1952 e vleuñvas ar sinema japanat[4], en abeg ma oa bet torret kontrollerezh ar gouarnamant, ma oa marc'had-mat ar sevel filmoù, ma oa deuet teknikoù nevez eus ar C'hornôg ha ma'z ae un niver bras a dud d'ar salioù[1].

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 1,6 1,7 ha1,8 Totman, 2014
  2. Large 2009.
  3. Sims 2002.
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 4,6 ha4,7 Perez 1998.
  5. 5,00 5,01 5,02 5,03 5,04 5,05 5,06 5,07 5,08 5,09 5,10 5,11 5,12 5,13 5,14 5,15 5,16 5,17 5,18 ha5,19 Henshall 2012.
  6. McClain 2001.
  7. Chang 1997.
  8. Weston 2014.
  9. Walker 2015.
  10. Frank 2001.
  11. Morton & al. 2004.
  12. Feifer 1992.
  13. Nester 1996.
  14. Mackie 2003.
  15. Edstrom 2016.
  16. Wan 2007.
  17. KBK = Produadur diabarzh kriz (PDK) Arc'hant o tont eus broioù estren arc'hant o vont da vroioù estren.
  18. Gao 2009.
  19. (en) 'Statistics Bureau of Japan'. Kavet : 03 Genver 2022.
  20. Ito 1991 ; Pobl Japan a zilez ar brezel da viken evel gwir riek ar vroad hag evel gourdrouz implijout an nerzh evit sioulaat breteoù etrebroadel eo ar mellad 9 – (ja) "日本國憲法 Nihon kokukenpō'. Kavet : 03 Genver 2022. – (en) "Constitution of Japan'. Kavet : 03 Genver 2022.
  21. 21,0 21,1 ha21,2 Togo 2004.


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける