OE Gorno-Altai
Neuz
Krouet e oa bet Oblast Emren Gorno-Altai (ruseg: Горно-Алтайская автономная область), enbarzhiet en Unaniezh Soviedel, e 1948 pa oa bet adanvet Oblast Emren (OE) Oyrot (ruseg: Ойротская Автономная область) bet krouet er penn-kentañ e 1922.
Dont a reas da vezañ ur Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) e 1991, just a-raok ma'c'h ea an Unaniezh Soviedel da get.
Klotaat a ra gant Republik Altay a-vremañ.