Mont d’an endalc’had

Ness

Eus Wikipedia

Ness, pe Nessa, a oa ur briñsez eus Ulaid ha mamm Conchobar er Rúraíocht. E dad eo Eochaid Sálbuide, tiern Ulaid.

Un deiz e c'houlennas gant Cathbad an drouiz petra en devoa gwelet er ragarouezioù d'ar mare-se. Cathbad a respontas e oa "amzer evit engehentañ ur roue pe ur rouanez". E ali a heulias-hi hogen ne oa gour ebet tro-dro nemet Cathbad e-unan ha neuze e tivizas e gemer en he gwele kerkent d'ober ur mab.[1].

Hervez ur vammenn arall e voe desavet Ness gant daouzek gour-mager hag anvet e voe Assa er penn gentañ ("aes, jentil"), rak reiñ a rae levenez d'an dud. Cathbad, penn ar fianned (brezelourion hep douaroù) kement hag un drouiz, a reas argadoù war diegezh ar vagerion hag an holl a voe lazhet. Eochaid ne c'halle ket dialiñ dre ma n'anavezed ket an den kiriek, Ness a savas ul lu 27 fianna d'e hemolc'hiñ, hag a-c'houde e voe-hi adanvet Ní-assa ("nann aes") pe Ness. Hogen un deiz e soñjas diskuizhiñ en ur gibelliñ noazh en ul lenn, he-unan hag hep arm ebet ganti. Cathbad a dremenas dirazi ha diouzhtu e c'houlennas dimeziñ ganti. Ne c'hallas ober netra arall nemet plegañ hervez e youl.

Eochaid a roas an douar Crích Rois dezho (ur vro lec'hiet e kontelezhioù , Muineachán hag An Mhí), e-tal stêr Conchobar. Un noz, Cathbad en devoa sec'hed ha Ness a zegasas dezhañ ur werennad dour ag ar stêr, mes div vuzhugenn a neuie e-barzh ha neuze e reas da Ness evañ an dour. E meur a istor iwerzhonat arall e teu gwragez da vout dougerez goude bout lonket ur boudig munud, hogen n'eo ket lavaret eo dre ar vuzhugenn e voe krouet ar bugel da zont, Conchobarr. Tad ar bugel eo Fachtna Fáthach, Tiern meur Iwerzhon, gwaz kleiz Ness hep gouiet da Cathbad.

Pa voe Ness ha Cathbad o vont da weladenniñ Fachtna, Ness a ziforc'has e kreiz stêr Conchobar. Ness a voe tost da c'henel ar bugel pa lavaras Cathbad: ma c'hallfe gortoz un deiz c'hoazh a-raok genel he devo ur mab hag a vezo ur roue meur ha brudet bras. Ness a c'hortozas war ribl ur stêr anvet Conchobar hag a roas buhez an deiz-war-lerc'h. Ar babig a gouezhas e-barzh an dour mes Cathbad a adtapas anezhañ hag a roas dezhañ anv ar stêr, Conchobar, hag e tesavas ar bugel evel pa vije e vab.

Pa oa tapet e seizh vloaz gant Conchobar e oa Fergus mac Róich tiern Ulaid ha gant Ness e oa e karantez. Ness a asantas dimeziñ gantañ dindan un diviz – dileziñ e renad ur bloaz-pad hag e roiñ da Conchobar. Fergus a c'houlennas ali gant e lez hag e respontjont dezhañ e vo Conchobar roue dre anv hepken, neuze e asantas. Hogen Conchobar, sturiet gant e vamm, a oa korvigellek a-walc'h evit dasparzhañ danvezioù ha profoù evit ma c'hoantae an ulaidiz ma chomje Conchobar tiern Ulaid hep degemer Fergus en-dro.

Hervez testennoù eo Ness mamm Cormac Cond Longas en ur barañ gant he mab Conchobar (en hengounoù arall eo Cormac mab gwreg Conchobar, Clothru). Mamm Deichtine ha Findchóem ivez.

  1. Kinsella, Thomas (1969). The Táin. Oxford University Press. 3 p.