Nekrofiliezh
An nekrofiliezh (diwar ar νεκρός nekros, "(korf-)marv" φιλία philia, "karantez") a zo anv ur parafiliezh a ra dave da dud sachet ez-reizhel war-du korfoù-marv.
Imoplijet e evz an termen ivez a-wechoù en un doare arouezel evit deskrivañ darempredoù, romantel pe get, ma vez kontrollet penn-da-benn un den gant egile hag a chom hep respont, dres evel ur c'horf-marv.
Abeg meur a meuntrer bet lazhet gante un den war egile renk-ouzh-renk eo bet an nekrofiliezh.
Peurliesañ ne vez ket degemeret mat kaout darempredoù gant korfoù-marv e sevenadur ebet ha lakaet e vez da dorfed diwar abeg ar fed ma ne c'hell ket un den marv reiñ e asant evit seurt darempredoù, daoust ha ma'z eus bet darvoudoù ral-kenañ ma oa bet roet asant an hini a c'houzañvas seurt darempredoù a-raok mervel evel da skouer Armin Meiwes.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |