Mont d’an endalc’had

Nadoz-vor

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un nadoz-vor.

Un ardivink hag a zo bet ijinet evit kavout e vleinadur p'emañ o verdeiñ eo an nadoz-vor (pe nadoez-vor). Ennañ e vez kavet un nadoz metal gwarellek o treiñ e kreiz un dremm kelc'hiek skrivet rod an avelioù warnañ. Diskouez a ra an Norzh gwarellek. Diwar ur fenomenn fizik anvet ar gwarellegezh e teu treiñ an nadoz gwarellet. P'emañ nerzhioù park gwarellek ar voul-Douar dispartiet etre ar pol Norzh hag ar pol Su ez eus un nerzh pozitivel kreñvoc'h en Norzh hag un nerzh negativel kreñvoc'h er Su. Polarizet eo an nadoz gwarellek ivez ha setu perak e tiskouez an Norzh gwarellek ar penn negativel hag e tiskouez ar Su gwarellek ar penn pozitivel. Hervez pennreolenn ar gwarellegezh, an danvezioù kontrol o folarizadur en em zesach an eil egile (fenomen an desach gwarellek pe zesach magnetek). Evit gwir penn su an nadoz eo hag e tro dave an Norzh gwarellek.