Mont d’an endalc’had

Muineachán

Eus Wikipedia
Muineachán
county town
Anv er yezh a orinMuineachán Kemmañ
StadIwerzhon Kemmañ
Kêr-benn eusKontelezh Muineachán Kemmañ
E tiriadKontelezh Muineachán Kemmañ
Kontelezh istorelKontelezh Muineachán Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°14′52″N 6°58′15″W Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.monaghantown.ie/ Kemmañ
Irish Grid ReferenceH666337 Kemmañ
Map
Mirdi Muineachán pe Monaghan.

Muineachán pe Monaghan e saozneg zo ur gêr eus Iwerzhon, e kontelezh Muineachán. Emañ war an hent N2 a gas eus Dulenn er gevred da Leitir Ceanainn ha Doire er gwalarn. Da-geñver niveradeg 2006 e oa 7 811 a dud o chom e Muineachán.

Ur mirdi istor zo e kêr, el lez-varn gozh. Ennañ e c'haller gwelout ur groaz keltiek arc'hant eus an XIIvet kantved.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 17 a viz Mae 1974 e oa bet tarzhadenn eus c'harr gant lealourien Ulster d'ar gwener nozvezh pa oa leun chouk ar straedoù, lazhet e oa bet seizh den. Tarzhet e oa ar c'harr dirak ti foran Greacen en hent norzh en ur c'harr a oa ebt laeret nebeut amzer goude merenn a-raok en, Norzhiwerzhon. Ar bombezenn en doa lazhet Paddy Askin (44), Thomas Campbell (52), Thomas Croarkin (36), Archie Harper (73, marvet pevar devezh war-lec'h), Jack Travers (28), Peggy White (45) ha George Williamson (72). Gloazet e oa bet ivez kalz trevourien ha distrujoù bras a oa bet e kreizh kêr dreist-holl tro-dro an hent norzh ha Straed Mill. Bez e oa bet unan eus nebeut tarzhadennoù karr-tan bet sevenet e Republik Iwerzhon e-pad mare an Troubles, dre ma oa dreist-holl Nrozhiwerzhon an dachenn emgann; tri darzhadenn all a oa bet memes devezh en Dulenn er pezh a vo anvet goude-se tarzhadennoù Dulenn ha Muineachán. Ar strollad damsoudardel lealour kablus a oa an Ulster Volunteer Force (UVF) hag en doa anzavet ofisiel ar gwalldaolioù e 1993 nemetken.