Mont d’an endalc’had

Morlaer

Eus Wikipedia
Morlaer
obererezh
Iskevrennad eushijacking Kemmañ
Arvezadmiralty law Kemmañ
Pleustret gantmorlaer Kemmañ
Kenpatrom ur morlaer evel ma vez skeudennet er sevenadur poblel : ar peroked, ar c'hroched, ar mouch, ar sabrenn-abourzherezh, ar Jolly Roger, ar c'har goad...

Ar morlaer (pe laer-mor) pe morbreizher a zo un den hag a red ar morioù gant e genseurted evit tagañ listri-kenwerzh pe preizhañ an aodoù. Morbreizherezh a vez graet eus ar forbannerezh war vor.

Arabat droukveskañ ar vorlaeron hag ar gourserion a oa-i un doare gopridi hag a laboure evit Stadoù zo, hervez lezennoù ar brezel ha gant aotre o gouarnamant.

Un danvez a awen eo chomet ar vorlaeron e-barzh ar romantoù troioù-kaer.

Istor ar morbreizherezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel Jack Rackham

E-pad prantadoù zo e oa bet ar morbreizherezh, graet anezhañ morlaerezh ivez, en e barr. E dibenn ar Iañ kantved kent JK, er mor Kreizdouar, hag en XVIIIvet kantved, er mor Karib hag er meurvor Indez. Tamm-ha-tamm ez eas ar vorlaeron diwar-wel er c'hornadoù-se a-drugarez da efedusted ar morluioù Stad o kreñvaat.

Bez' e oa eus ar morbreizherezh en Henamzer endeo. An holl sevenadurezhioù o doa ur morlu o doa anavezet anezhañ, ar Fenikianed kenkoulz hag ar Vikeneaned.

Talet en deus Julius Kezar e-unan ouzh ar vorlaeron. E-kerzh ur veaj trema ar Reter er bloavezhioù 75 ha 74 kent JK, e oa bet paket ganto e-tal enez Farmakuza, nepell eus keoded Miletos en Azia Vihanañ. War-lerc'h bout bet dieubet, en eskemm ouzh un dasprenadenn, e fellas dezhañ en em veñjiñ. Goude bout strollet ur bageier mil bres warnañ e tapas ar vorlaeron a voe bet lakaet d'ar marv.

Brudet e oa deuet da vout Pompeius o tistrobañ ar Mor Kreizdouar eus morlaeron Kilikia.

Er Mor Karib e-pad an oadvezh arnevez e veze diforc'het ar voukanerion diouzh ar flibisterion.

Aozadur kevredigezhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henry Morgan. E 1671 e preizhas hag e tangwallas Morgan kêr Panamá – an eil brasañ kêr er Bed Nevez spagnat d'ar mare-se.
Broioù spagnek, en gwer, en-dro d'ar Mor Karib, a oa tachenn-preizhata ar vorlaeron saoz ha gall.

Kontrol d'ar pezh a vez deskrivet er filmoù ne oa ket kalz a vorlaeron o tebriñ o gwalc'h pe o tont da vout pinvidik. Dre berzh o doare bevañ e varve lod vrasañ anezho e kerz an emgannoù pe ar c'hannoù diabarzh. Lod all a veze krouget.

Dilennet e veze o renerion gant kalz a glanoù morlaeron. Ne oa ket a reizhveli er c'hevredigezhioù-se. A-drugarez d'e ampartiz, e skiant-prenet, e herder hag e aotrouniezh naturel e c'hoarie ar pennvorlaer e vestr. Dilennet e oa ar c'habiten hag ar c'harter-mestr. Hennezh en doa un enepgalloud hag a eile ar penn-bras war-dro ar bourzhiad, evit ober trouz dezhañ. Ne oa den ebet estregetañ a c'helle gervel ar vodadeg.

Enni en doa pep den ar gwir da doullañ ar gaoz ha pep ezel eus ar bourzhiad, nemet ar voused har ar vartoloded nevez, a dalveze kement hag ur vouez er vouezhiadeg e-par d'ar c'habiten.

Ur c'huzul-meur a oa e skipailhoù zo : ur vodadeg e-lec'h ma ne c'helle sezañ nemet an ofiserion hag an artizaned, a-gevret gant un toullad merdeidi a skiant-prenet.

Tu a oa d'ar c'harter-mestr boulc'hañ da broseziñ ar c'habiten. Ma nac'he hennezh ar prosez e oa disklêriet kablus ha dilaosket war un enezenn peurliesañ.

Rannet e veze ar preizhadur gant meur a strollad morlaeron en un doare rakdiazezet. Ar vorlaeron bet gloazet e-kerz un emgann a reseve ur wellentez ispisial a-wechoù. Gallout a rae ar preizh bout rannet evit ma vefe roet d'ar c'habiten ur wech hanter pe div wech muioc'h eget ar re arall, morse ouzhpenn avat.

Neoazh ne selle ar gizioù a gevatalder-se nemet ouzh un nebeud rannoù buhez ar vorlaeron ha ne skañvaent ket rustoni o stuzioù da vat.

Morbreizherezh a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bourzhiad ha morlaeron al lestr Faina, taget e-tal aodoù Somalia

Dre ar bed e oa bet renablet, e 2009, gant ar BEM (Burev Etrebroadel ar Mor), 406 darvoud, 153 lestr arsailhet, 49 distroet ha 120 dindan tennoù morlaeron. Kemeret e voe 1052 ezel bourzhiad da c'houestlidi ha niverennet e voe 68 den gloazet hag 8 lazhet. Biz Afrika a hollad e-unan-penn 217 darvoud. An tagadennoù a c'hoarveze e pleg-mor Aden betek-henn a zegouezh bremañ er meurvor Indez ha betek 1000 milmor diouzh aodoù Somalia.

Niver a dagadennoù bep bloaz :

  • 2001 : 252
  • 2002 : 341
  • 2003 : 445
  • 2004 : 329
  • 2005 : 276
  • 2006 : 239
  • 2007 : 263
  • 2008 : 293
  • 2009 : 406

Pa oa bet taget gant morlaeron somalian d'ar 15 a viz Du 2008 eo deuet ar Sirius Star da vout lestr brasañ an istor a-vremañ bet tapet gant morlaeron.

Ar morbreizherezh hag ar gwir etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War dachenn ar gwir foran etrebroadel e tremen ar vorbreizherezh da skouer koshañ implij ar varnerezh hollvedel. Preizhañ al listri e keinvor, stoc'hañ an hentoù kenwerzh pe lakaat an eskemmoù morel en arvar a dremene da hosti humanis generis (torfedoù a-enep d'an denelezh) evit ar Stadoù emveliek. Dre ma oa ar vorbreizherezh, dre dermenadur, graet diouzh ar barnerezhioù broadel, e rae ur saviad lezennel dibaot ar fed e veze loc'het an obererezhioù barnerezhel a-enep d'ar vorlaeron gant ar Stadoù emveliek.

En e bleustrad De officiis e tisplege Cicero endeo ne zlee ket ar morlaer, evel « enebour an holl » (communis hostis omnium), bout gwelet evel un enebour reizh a vezer ret kaout doujañs dezhañ. E-giz-se, hervez ar prederour roman, ne oa ket ret bout den d'e c'her ha tu a oa terriñ e le ganto.

Kenemglev ar Broadoù Unanet war gwir ar mor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er melladoù 100 ha 101 e vez kaoz eus ar vorbreizherezh. Setu bommoù anezho :

  • Mellad 100 : dlead da genlabourat da gastizañ ar vorbreizherezh.
    Kentrisañ a ra an holl Stadoù kement ha ma c'hellont da gastizañ ar vorbreizherezh e keinvor hag e kement lec'h ha n'eo ket dindan barnerezh ur Stad bennak.
  • Mellad 101 : perzh ar vorbreizherezh
    Intent e vez morbreizherezh evit unan an oberoù da heul :
    • Pep ober direol a feulster pe pep preizherezh graet gant bourzhiad pe tremenidi ul lestr pe aerlestr prevez, oc'h oberiañ evit paloù prevez, ha troet :
      • a-enep d'ul lestr pe aerlestr arall, pe a-enep da dud pe vadoù en o bourzh, e keinvor,
      • a-enep d'ul lestr pe aerlestr, tud pe vadoù, en ul lec'h ha n'eo ket dindan barnerezh ur Stad bennak.
    • Pep ober a berzhiadegezh youlek en implij ul lestr pe aerlestr p'emañ e oberour oc'h anavezout darvoudoù a ziskouez splann eo al lestr pe aerlestr-mañ ul lestr pe aerlestr-forban.
    • Pep ober a zo e bal broudañ d'ober an oberoù spisaet el lizherennoù a) pe b), pe graet gant ar soñj o aesaat.

Er sevenadur poblek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eñvorennoù ha danevelloù.
    • Histoire générale des plus fameux pirates - A General History of the Pirates, Daniel Defoe
    • Les Flibustiers du Nouveau Monde, A.O. Œxmelin,
    • Voyage aux Isles, JB Labat,
    • Histoire du sieur de Montauban, capitaine flibustier, par lui-même,
    • Un flibustier français dans la mer des antilles, par JP moreau.
  • Oberennoù muioc'h arbennik.
    • L'aventure de la flibuste, colloque de Brest 2001,
    • Marins et flibustiers du Roi-Soleil, carthagène 1697, JY Nerzic & Ch. Buchet,
    • Sous le pavillon noir, pirates & flibustiers, Ph. Jacquin,
    • Utopies pirates, Peter lamborn wilson,
    • La course et la piraterie en méditerranée, R. Coulet du Gard,
    • Corsaires & marchands, les relations entre Alger et les Pays-Bas 1604-1830, G. van Krieken,
    • La piraterie sur l'Atlantique au XVIII, L. Vignols.
  • Ar vorlaeron a-vremañ
    • Pirates des mers d'aujourd'hui, Jean-Michel Barrault, éd. Gallimard, 174 pages.
    • Pirate de Légines (Océan Indien austral), Jacques Nougier, éd. l'Harmattan, 2003, 201 pages; ISBN : 2-7475-4459-1

Er bannoù-treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sinema hag er c'hoarioù video

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Laer-mor er
wikeriadur, ar geriadur frank.