Mont d’an endalc’had

Morgan Brittany

Eus Wikipedia
Morgan Brittany
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanMorgan Kemmañ
Anv-familhBrittany Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Kzu 1951 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHollywood Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Deroù ar prantad labour1957 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.morganbrittany.com/ Kemmañ
Skrivet en deus evitWorldNetDaily Kemmañ
Morgan Brittany er WonderCon e 2023.

Morgan Brittany (ganet Suzanne Cupito d'ar 5 a viz Kerzu 1951 e Hollywood[1]) zo un aktourez stadunanat er skinwel hag er sinema. Brudet eo evit bezañ c'hoariet Katherine Wentworth, hanter-c'hoar yaouankoc'h hag itriker Pamela Ewing ha Cliff Barnes, er soap opera Dallas.

Red-micher evel bugel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Suzanne Cupito e Los Angeles ha kregiñ a reas abred da c'hoari e filmoù skinwel ha sinema, pa oa bugel c'hoazh er bloavezhioù 1950 ha 1960. Ledc'hoari a reas evel skoliadez er film brudet The Birds (1963) gant Alfred Hitchcock. C'hoari a reas er film Yours, Mine and Ours (1968), Lucille Ball ha Henry Fonda o vezañ an aktourien bennañ.

E-barzh daou bennad eus Lassie e voe, "Lassie and the Swamp Girl" ha "Little Dog Lost" evel Mattie e-kreiz ar bloavezhioù 1960. Echuiñ a reas he red-micher evel ur bugel aktourez pa oa 15 vloaz hag en em ouestlañ a reas d'he studioù e lise Cleveland, e Kalifornia.

Red-micher evel plac'h deuet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe 18 vloaz e cheñchas he anv da vMorgan Brittany ha c'hoari a reas e-kichen Gene Kelly en e arvest e Las Vegas, Gene Kelly's Wonderful World of Girls, evel dañsourez. Dilojañ a reas da New York ha treiñ a reas evit bruderezhioù. Dont a reas da vezañ awenerez ar merk gwezeladoù japanat Kanebo, ha mont a reas da Dokyo da vevañ etre 1974 ha 1976.

C'hoari a reas an aktourez Vivien Leigh e Gable and Lombard (1976), ur vuhezskrid eus Clark Gable ha Carole Lombard. Gwelet e voe ivez en un doare azasaet eus Gone with the Wind evit ar skinwel. An dra-se a sachas evezh produerien Dallas hag a oa o klask un aktourez evit c'hoari Katherine Wentworth, hanter-c'hoar itriker Pamela Ewing ha Cliff Barnes. Kregiñ a reas er c'houlzad 1981–82, ha kenderc'hel a reas betek ar bloaz 1987.

C'hoari a reas evit filmoù skinwel ha stiradoù skinwel dreist-holl er bloavezhioù 1980 ha 1990, evel Melrose Place, Married... with Children, Perry Mason, pe c'hoazh The Nanny. Er bloavezhioù 1990 e c'hoarias ivez e filmoù dizalc'h.

Buhez personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brittany he deus kenskrivet levrioù, evel What Women Really Want e 2014. Displegañ a ra ivez ingal he mennozioù mirour war lec'hiennoù internet hag e abadennoù skinwel war FOX News ha CNBC da skouer.

Dimeziñ a reas gant ar faragoeller Jack Gill e 1981. Daou vugel o deus, an aktourez Katie Gill hag ar soner ha faragoeller Cody Gill.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Sanello, Frank (July 30, 1984). "What's in a Name?".