Mont d’an endalc’had

Miltiades

Eus Wikipedia
Miltiades
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAten (henamzer) Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΜιλτιάδης Kemmañ
Deiziad ganedigezh554 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhAten Kemmañ
Deiziad ar marv489 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvAten Kemmañ
Lec'h douaridigezhMiltiades tomb monument at Marathon Kemmañ
TadCimon Coalemos Kemmañ
Breur pe c'hoarStesagoras Kemmañ
PriedHegesipyle Kemmañ
BugelKimon, Elpinice Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Micherpolitiker, penn brezel, milour Kemmañ
Kargeponymous archon, strategos Kemmañ
Lec'h labourAten, Marathon Kemmañ
Grad milourelstrategos Kemmañ
BrezelFirst Persian invasion of Greece Kemmañ
Prantadclassical antiquity Kemmañ
Deskrivet dreMiltiades statue, Marathon tumulus Kemmañ
Miltiades ar yaouankañ.
"Tokarn Miltiades". Profet e oa an tokarn da templ Zeus en Olimpia gant Miltiades, a oa bet e penn an Ateniz a drec'has ar Bersed en Emgann Marathon. Enskrivadur war an tokarn : ΜΙLTIAΔES. Mirdi arkeologiezh Olimpia.

Miltiades pe Miltiades ar Yaouankañ (henc'hresianeg Μιλτιάδης ὁ Νεώτερος, Miltiades o Neotepos), ganet war-dro 550 a-raok J.-K. ha marvet e 489 a-raok J.-K.) a oa niz Miltiades an henañ en doa savet trevadenn Chersonez e Thrace e amzer Pisistrate. Dont a reas tirant trevadennoù gresian C'hersonesos Trakia war-dro 516 a-raok J.-K., goude kemer ar galloud dre nerzh ha lakaat e gevezerien e prizon. Eurediñ a reas Hegesipile, merc'h ar roue Olorus Trakia. E vab Kimon a voe unan eus tud pennañ Aten er bloavezioù 470 ha 460 a-raok J.-K. Arkont e voe en Aten e 524 kent J-K. Gant Darius I e reas brezel a-enep d'ar Sythed 514 kent J-K. E 499 kent J-K e brofitas eus emsavadeg an ioniz evit aloubiñ Lemnos hag Imbros, distreiñ a reas en Aten, tamallet e voe dezhañ bezañ un tyran. Ur bellour levezonus e voe. E penn brezelourien Aten e oa Miltiades pa oa trec'het ar Bersed en emgann Marathon.E verzh na badas ket pell, ren a reas ur brezel a-enep Paros evit e gont dezhañ, a c'huitas e 489 kent J-Kgloazet e voe. Barnet e voe ha toullbac'het 'lec'h ma' varvas ar memes bloavezh.