Mont d’an endalc’had

Meroe

Eus Wikipedia
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur

Meroe eo anv ur geoded kozh eus Nubia, war glann zehou an Nil 16.88° N 33.72° E e-tro 6 km e biz Kabushiya nepell eus Shendi e Soudan war-hed 200 km bennak e biz Khartoum. Er biojoù ez eus ur strollad kêriadennoù anvet Bagrawiyah. Bet eo Meroe kêr-benn rouantelezh Kush e-pad meur a gantved. Roet he deus kêr hec'h anv da Enez Meroe evit ar "Butaana", ur vro bevennet war tri c'hostez gant an Nil (adal stêr Atbarah betek Khartoum, Atbarah, hag an Nil Glas. Brudet eo dre he beredoù piramidennek serzh-tre an tuioù anezho ha bet miret madik a-walc'h betek an deiz a hiziv. Kalz eus ar piramidennoù zo rivinet hiziv. Enskrivet eo bet al lec'hienn arkeologel gant an UNESCO war e roll Glad bedel e 2003

Kendestenn istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Piramidennoù Meroe

War ziorren e oa aet ur Stad, dizalc'h eus galloud Egipt ar vro amezek, e-tro 2500 kent JK betek 1500 kt JK e biojoù Soudan a-hiziv. Kerma a oa ar gêr-benn anezhi. E-tro 747 kent JK e teuas a-benn Pennoù ar rouantelezh da gemer ar galloud e penn Egipt zoken. Chom a rejont mestr war ar vro hag e-pad ur c'hantved bennak e vo Faraoned du o ren. A-benn ar fin, trec'het gant an Asirianed, e voe rediet Nubiz d'en em dennañ war-du ar su. D'ar mare-se e krog marevezh rouantelezhioù Napata ha, goude, Meroe. Kêr-benn su rouantelezh Kush (pe rouantelezh Napata pe c'hoazh meroitek) eo bet Meroe etre dre vras 800 kt JK ha 350 goude JK. Lakaet eo bet war wel gant ar furchadegoù bezioù kouchek tud a renk uhel a sav da marevezh Napata (e-tro 800 kt JK - e-tro 280 kt JK) e bered ar c'hornôg.

Tamm-ha-tamm e kreskas levezon kêr a deroù ar marevezh meroitek adal ren Akamaniqo (e-tro 280 kt JK) pa voe treuzkaset ar bezioù roueel eus Napata (Jebel Barkal) da Veroe.

N'anavezer ket nemeur a dra diwar-benn ar Rouaned hag ar Rouanezed a c'haller lenn o anv war tablezennoù profañ pe war kinkladur ar piramidennoù rak peuzdianav e chom ar yezh veroitek deomp.

Piramidennoù Meroe

Gouzout a reer ez eus bet meur a vaouez war an tron lerc'h-ouzh-lerc'h. Graet e vez Kandas anezho. Goude ma voe aloubet Egipt gant Roma e voe emgannoù taer etre an daou c'halloud. 33 kt JK e nac'has ar c'handas Amanishaketo bezañ sujet ouzh ar Romaned. E 23 kt JK e voe taget Nubia gant Petronius gouarnour Egipt evit respont d'un argad Nubiat war su Egipt. Lakaet e voe an arigrap war norzh ar vro ha kêr Napata (22 kt JK) a-raok distreiñ penn d'an norzh). N'en em dennas ket fall Meroe dre vras; adkavet ez eus bet ur penn tapet war un delwenn eus an Impalaer Aogust douaret dindan diri un templ.

Gallout a raio ar rouantelezh treuzvevañ e-pad 200 vloaz c'hoazh a-raok mont da get evit abegoù a chom amsklaer.

E-tro 350, dre daou vaen-koun, ec'h embann Ezanas, roue Aksoum, bezañ bet trec'h war an Noba (Nubiiz) en ur dreuziñ rouantelezh kozh Kasou (Kouchited). Soñjal a reer eo bet trec'het rouantelezh Meroe d'ar mare-se gant Etiopiz.

Tachenn Meroe

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hienn Meroe e-tro 1850

E traoñ ar c'hwec'hvet dourlamm emañ ar geoded, e Nubia. Reiñ a ra hec'h anv d'ur sevenadurezh afrikan skedus en em zispake eus an dourlamm kentañ betek kember an daou Nil ha, marteze a-walc'h, pelloc'h c'hoazh er su etre ar Vvet kantved kent JK hag an IIIe kantved goude JK. Levezonet e voe gant hec'h amezeien, Egipt lagidat ar Btolemeed da gentañ penn, ha goude roman, met ivez gant ar Reter-nesañ ha Persia. En he bog e voe ar rouantelezh er I kantved kt JK

Ec'hon eo lec'hienn Meroe ha n'eo ket bet furchet nemeur c'hoazh. Gallet ez eus bet dizoleiñ santualioù niverus e diavaez kêr ha renabliñ a reer un 200 piramidenn bennak dasparzhet war teir bered.

Furchadegoù arkeologel e Meroe

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivet eo bet dismantroù Meroe en XIXvet kantved gant meur a veajour europat. Pell er reter, o serriñ ar blaenenn divent-mañ emañ ar piramidennoù roueel, savet war div duchenn vihan. Klok ha didouch e oant c'hoazh e 1834 a-raok na yafe Giuseppe Ferlini, ur foeter-bro italian, mezeg eus an arme e servij Mohamed Ali, da ziskoachañ un teñzor e bez ar rouanez Amanishakheto; e München hag e Berlin emañ diskouezet he bravigoù. Preizhet spontus e voe an holl vezioù da c'houde.

Gant muioc'h a evezh e voe studiet an dismantroù e 1844 gant Karl Richard Lepsius a lakaas sevel meur a dres eus an dachenn hag a gasas eiladoù eus hendraezoù da Verlin. Etre 1902 ha 1905 e oa bet furchet pelloc'h gant E. A. Wallis Budge. Embannet eo bet disoc'h e gavadennoù el levr The Egyptian Sudan: its History and Monuments (Londrez, 1907). Bagadoù soudarded a oa bet pourchaset gant Sir Reginald Wingate, gouarnour Soudan, en doa digoret klaz betek hag etre ar piramidennoù. Dizoloet eo bet e veze savet ingal ar piramidennoù war-c'horre kambroù kañv enno relegoù bet losket pe douaret hep bezañ balzameget.

Kinkladur war ar biramidenn N12 e Meroe, e 2005

An traoù dedennusañ bet kavet eo ar bosoù war mogerioù ar chapel, bet deskrivet c'hoazh gant Lepsius, m'emañ merket anvioù ar Rouanezed, ha Rouaned zo, gant o skeudennadur, asambles gant pennadoù zo eus Levr an anaon. Kavet ez eus bet ivez tammoù mein-koun gant enskrivadurioù e meroiteg, listri metalek ha prierezh. Tennet e oa bet ar pep gwellañ eus ar bosoù, maen goude maen, e 1905 hag adsavet evit darn er British Museum hag evit un darn all e Mirdi Khartoum. E 1910, da-heul un danevell gant Archibald Sayce, e voe kroget da furchal er bernioù e kêr hag er vered gant J. Garstang en anv Skol-veur Liverpool. Kavet e voe dismantroù ur palez ha meur a dempl bet savet gant rouaned Meroe.

Tost dibosupl eo bet ren enklaskoù arkeologel e Soudan en dekvedoù diwezhañ abalamour d'ar brezel diabarzh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg