Meriadeg
Meriadeg zo un anv-badez brezhonek, ha hini ur manac'h brezhon ha sant eus ar Vvet kantved.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meiriadog e kembraeg,
- Meriasek e kerneveureg,
- Mériadec e galleg.
Ur sant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a istor a gonter diwar-benn e vuhez.
Hervez lod e vije bet genidik ar sant eus Kembre. Bet e vije oc'h avielañ Kerne-Veur hag o sevel ur chapel e Kammbronn (Camborne) eno, a-raok dont da Arvorig gant sant Gwinier. Dilestrañ en dije graet e Baden da avielañ al lodenn-se eus Breizh ha bevañ en un ti-pediñ e Stival.
Hervez ur vojenn all eo kontet ar manac'h Meriadeg da vezañ eus un tiegezh uhelidi, hini Konan Meriadeg, ur roue mojennel, a fellas dezhañ aozañ e zimeziñ. Met gwelloc'h e kavas an danvez sant tec'hel rak an danvez-gwreg, ha mont a reas da Gerne-Veur, da sevel un ti-pediñ. Anavezet eo eno evel Meriasek.
Dre ma oa heskinet ez eas en-dro da Vreizh. Dilestrañ a reas e Plouganoù, ha goude ur pennadig amzer eno, e Traoñ Meriadeg (Sant-Yann-ar-Biz hiziv), en em dennas e Stival. Dre ma oa brud vat war e anv e voe anvet da eskob Gwened e 659.
Mervel a reas eno e 666 ha beziet e voe en iliz-veur Gwened.
Beunans Meriasek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anaout a reer lodennoù eus e vuhez dre ur skrid kernevek, Beunans Meriasek, ur pezh-c'hoari peurechuet e 1504.
Ilizoù ha chapelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enoret e vez sant Meriadeg e Baden, e Meriadeg, Pluvergad, Mourieg, Stival, Ar Faoued, Plouganoù, Sant-Yann-ar-Biz... Sant paeron parrez Kammbronn, e Kernev-Veur, eo ivez.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Kembre: Cefnmeiriadog.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn Beunans Meriasek: Beunans Meriasek, 1504
|