Mont d’an endalc’had

Marina Raskova

Eus Wikipedia
Marina Raskova
Раско́ва Мари́на Миха́йловна

E 1938
Ganedigezh 15 Meurzh 1912
Moskov
Marv 4 Genver 1943
Saratov
Broadelezh  Soviedel

Micher Lomanez
Levierez

Brevedoù Lomanez : 1934
Levierez : 1935

Lu Военно-воздушные силы
(Aerlu soviedel)

Respet 19381943
Renk Major
Letanant Surentez ar Stad
Emgannoù Talbenn ar Reter[1]

Enorioù
Harozez an URSS
Орден Ленина Urzh Lenin
Орден Отечественной войны Urzh Talbenn ar Reter
Медаль «За боевые заслуги» Dellezegezh en Emgann
Юбилейная медаль «XX лет Рабоче-Крестьянской Красной Армии» XXvet Deiz-ha-Bloaz Arme Ruz
al Labourerien hag ar Gouerien

Marina Mikhaïlovna Raskova (rusianeg : Раско́ва Мари́на Миха́йловна Raskova Marina Mic'hailovna), bet ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1912[2] e Moskov hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Genver 1943 e Saratov, a voe un nijerez vilourel soviedel da vare an Eil Brezel-bed.
Diazezañ a reas tri rejimant levierezed da stourm ouzh aloubadeg Alamagn, ha bez' e voe unan eus an teir maouez kentañ o vezañ enoret evel Harozezed URSS.

Merc'h e oa d'ar c'haner opera ha kelenner Mikhail Dmitrievich Malinin (18531919) ha d'e wreg Anna Spiridonovna Lyubatovitch (1882 – goude 1954), kanerez ha kelennerez. Goude he studioù e Skol sonerezh Pouchkin Moskov ma voe pianoourez e teskas galleg, italianeg, ar gimiezh ha diskiblezhioù milourel. E deroù 1929 ez eas Marina, 17 vloaz, da galvezourez en ul labouradeg arlivadurioù.
E miz Ebrel 1929 e timezas gant Sergey Raskov, a oa un ijinour en hevelep labouradeg. Goude ganedigezh he merc'h Tatyana e paouezas Marina da labourat betek miz Here 1931.
E 1932 e voe treserez-raktreserez e Labourva an aerlestrerezh en Akademiezh an Aerlu. Daou vloaz goude e voe ijinourez en aerlestraz Leningrad hag e tapas he breved lomanez. Bloaz goude, e 1935, e voe brevedet evel levierez ; e miz Here e torras he dimez.

D'ar 24 a viz Here 1937 e voe lomanez rekord etrebroadel an hed, war bourzh un nijerez Yakovlev AIR-12 leviet gant Valentina Grizodouvova (19091993), a-hed 1 445 km. Daou rekord hed etrebroadel a dapas e 1938 gant un dournijerez Beriev MP-1 : d'ar 24 a viz Mae gant 1 7749 km ha d'an 2 a viz Gouere gant 2 241 km.

Harozez URSS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 ha 25 a viz Gwengolo 1938, war bourzh an nijerez Tupolev ANT-37 (DB-2) Родина Rodina ("Mammvro") gant div vaouez all – ar bennlevierez Valentina Grizodouvova hag al levierez Polina Osipenko (19071939) – e nijas Marina Raskova, al lomanez, war-eeun eus Moskov da Gerbi (Керби) a-hed 6 450 km e-pad 26 eurvezh ha 26 munutenn[3].
Dre ma oa koumoulek an amzer e rankas al levierezed nijal en disgwel ha fiziout e Marina Raskova, a evezhie ardivinkoù ar bourzh. Buan e voe skornet an nijerez, ha ret e voe lakaat ar biñsoù da dreiñ buanoc'h evit o diskornañ. Goude tremenet an Oural e voe kollet al liamm dre skingomz gant Moskov, ar pezh a lakaas ar skipailh da dremen dre Gomsomolsk-an-Amour ; pa voe Mor Oc'hotsk war wel, an nijerez a ziskwelas ne chome trelosk nemet evit un hantereurvezhiad nij, setu e tivizas ar bennlevierez Grizodouvova pradañ en taiga – a-raok pradañ avat e roas urzh da Varina Raskova da harzlammat rak en arvar e oa buhez al lomanez, a oa staliet e penn pennañ an ANT-37, dirak ar biñsoù-tro. En ur c'heun e stokas an ardivink ouzh an douar, en ul lec'h dianav d'e skipailh. Moskov a gasas un niver bras a nijerezioù all da furchal ar menezioù, ar mor hag an taiga ; hemolc'herien a furchas ivez. Dek devezh goude, d'an 3 a viz Here, e voe kavet an teir maouez gant un nijerez[4].
An nijadenn-se e voe rekord an hini hirañ ; d'an 2 a viz Du e voe anvet an teir maouez da Harozed URSS – ar wech kentañ e voe en Istor URSS ma voe deroet an titl-se da vaouezed – ha kemmet anv Kerbi en Imeni-Poliny-Osipenko. Yaouank e oa an teir maouez : 29 bloaz e oa Grizodouvova, 31 bloaz e oa Osipenko ha 26 vloaz e oa Raskova.
An ANT-37 Mammvro a voe kaset da Gomsomolsk, ma servijas e Talbenn ar Reter.

El Lu Ruz e voe Marina Raskova e 1938, met gopret gant an NKVD (ar Surentez diabarzh) e voe ivez : eus miz C'hwevrer 1937 betek miz C'hwevrer 1939 evel alierez, hag evel pennletanant Surentez ar Stad en Aerlu e 1941 ; a-hed an amzer, abaoe 1938, e voe renerez Ofis an aerlinennoù etrebroadel e Moskov.

A-c'houde digoradur Talbenn ar Reter gant an Oberiadur brezel Barbarossa (22 a viz Even 1941) ez arveras Marina Raskova he dere hag he darempredoù micherel gant Jozef Stalin a-benn ma vije krouet unvezioù stourm merc'hed hepken enno.
D'an 8 a viz Here 1941 e voe roet aotre dezhi da sevel an aerunvez 122 ; d'ar 15 a viz Here e voe krouet an unvez, enni tri rejimant — merc'hed hepken enno, war-dro 400 anezho :

Kaset e voe ar merc'hed da studiañ e Skol-leviañ kêr Engels, war ribl kleiz ar stêr Volga en oblast Saratov ; eno e voent stummet a-hed 6 mizvezh e-lec'h an 18 mizvezh rekis. Marina Raskova eo a zivizas kas pep unan eus ar merc'hed da levierez hemolc'hiñ, da levierez bombezañ , da lomanerez, da vindrailherez, da vekanikourez pe da armdiourez.

D'an 22 a viz Du 1942, Marina Raskova a skrivas da gomandant an Aerlu e distrig ar Volga e oa prest merc'hed ar 587vet da vont d'an talbenn, goude o stummadur stank. E deroù miz Genver 1943 e nijjont war-du Stalingrad.
D'an 28 a viz Kerzu 1942, war bourzh he Yakovlev UT-2, ez ambrougas Marina Raskova ar 587vet betek an talbenn kent distreiñ davit he bombezer Pe-2, na c'hallas ket nijal abalamour d'ur gorventenn erc'h. D'ar 4 a viz Genver 1943 da beder eur d'abardaez e c'hellas Raskova hag he strollad dibradañ war-du koumoul izel ; da 5 eur 56 munutenn e roas urzh da doullañ ar gwiskad koabr, ha hi da gentañ – steuziañ a reas. D'ar 7 a viz Genver e voe kavet ar Pe-2 nepell diouzh kêriadennig Mokhailovka, en oblast Saratov ; marv e oa pevar den ar skipailh.

Devet e voe korf-marv Marina Rakova, hag ar jarl-kañv a voe siellet e-kichen hini Polina Osipenko e moger Kremlin Moskov, sko war al Leurgêr Ruz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) SURHONE, Lambert M. &al. : Women in War and Resistance – Selected Biographies of Soviet Women Soldiers, Focus Publishing, 2006 (ISBN 978-1-58510-160-3)
  • (en) COTTAM, Kazimiera J. : Soviet Women in World War II, Betascript Publishing, 2010 (ISBN 978-613-0-42876-1)
  • (en) Dastumadenn Articles on Soviet Women including MArina Raskova & al., Hephaestus Books, 2011 (ISBN 978-1-244-45868-0)
  • (en) MASON, Fergus : Night Witches – A History of the All Female 588th Night Bomber Regiment, CSIPP, 2014 (ISBN 978-1-5025-3692-1)
  • (en) WEIN, Elizabeth : A Thousand Sisters – The Heroic Airwomen of the Soviet Union in World War II, HarperCollins, 2019 (ISBN 978-0-06-245301-3)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

(fr) 'Marina Raskova et les femmes pilotes soviétiques durant la guerre 1939-45'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  1. Rusianeg : Великая Отечественная война Velikaya Otetchestvennaya voyna Brezel meur brograrour
  2. 15/03 hervez an deiziadur juluan, hini Impalaeriezh Rusia ; 28/03 hervez an deiziadur gregorian adalek Dispac'h Rusia 1917.
  3. Kartenn.
  4. (ru) 'Семейные истории ("Istoriù tiegezhel"). Kavet : 24 Mezheven 2019.