Mont d’an endalc’had

Maribor

Eus Wikipedia
Karterioù kozh Maribor, war ribl an Drava

Maribor (distaget [ˈmaːɾibɔɾ] e sloveneg ; Marburg an der Drau en alamaneg) zo ur gêr eus Slovenia, an eil kêr vrasañ er vro goude ar gêr-benn Ljubljana. E 2013 e oa 114 487 a dud o vevañ enni. Emañ e rannvro Stiria Izel, war ribl ar stêr Drava, un adstêr d'an Danav. Un aerborzh hag ur skol-veur zo e Maribor.