Maria Thins
Maria Thins (e-tro 1593 e Gouda – 27 a viz Kerzu 1680 e Delft) a oa mamm-gaer al livour izelvroat Johannes Vermeer. A-orin eus Gouda e oa he familh [1].
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1622 e timezas gant Reynier Bolnes, hag eñ saver brik brudet ha pinvidik. E 1635 ez eas o eured da fall : he c'hoar a gavas anezhi o leñvañ war he gwele, goude m'en defe he gwaz skoet ganti. Dilojañ a reas ar c'houblad hag ec'h annezjas en un ti bet hini a livour Wouter Crabeth. Eno e kasjont buhezioù dispartiet : Bolnes en deveze koan asambles gant e vab, ha nac'h a rae komz ouzh e wreg ha kousket en estaj. E 1641 e tivizas Maria Thins dilojañ da Delft, m'edo he breur o chom. He gwaz a nac'has dispartiañ, met e 1649 e resevas-hi ur sammad argant bras eus e berzh.
E 1653 e timezas he merc'h, Catharina hec'h anv, gant Johannes Vermeer e Schipluiden. Ne ouezer ket perak ez eas ar c'houblad d'en em staliañ en he zi en Oude Langendijk. Eno e voe staliet stal-labour Vermeer, en eil estaj.
War a seblant e voe bras perzh Maria Thins e buhez ar c'houblad. Alies ez ae d'an iliz jezuist a oa tost ouzh o zi, ha kement-se a seblant bezañ levezonet Johannes ha Catherina. O zrede mab a voe anvet Ignatius, diwar anv krouer ar Jezuisted[2]. Ne ouezer ket ha badezet e voe en iliz katolik, peogwir ne chom roud ebet eus ar marilhoù badeziant.
E 1672 e oa berr an argant ganti: an douaroù perc'hennet ganti e-kichen Schoonhoven a vo beuzet a-benn mirout ouzh an arme c'hall a dizhout linenn difenn an Izelvroioù. E 1675 e varvas he gwaz hag e reas Vermeer meur a veaj-kenwerzh en anv e vamm-gaer : mont a reas da c'h-Gouda, ha da Amsterdam. Eno ec'h amprestas Vermeer argant hag evit hen ober ec'h implijas anv e vamm-gaer hep kelaouiñ anezhi[3]. Vermeer a droas da sot abalamour d'an diaesterioù argant, evel ma skrivas e wreg, hag a-daol-trumm e varvas. Goude marv Vermeer ec'h embannas e vamm-gaer he doa implijet hec'h argant da skoazellañ al livour hag e familh. A-benn he zrugarekaat e voe roet Alegorienn al liverezh dezhi. E 1676 edo o chom e Den Haag ha goude-se e tistroas da z-Delft, hag eno e voe douaret en iliz kozh, e-kichen Vermeer. Evit Catharina az eas da chom da Vreda.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En iliz Sant Yann e Gouda ez eus ur werenn livet bet roet gant he hendadoù.
- ↑ Bailey, Anthony, Vermeer: A View of Delft, p. 63. Macmillan, 2002. ISBN 0805069305.
- ↑ J.M. Montias, p. 210-212.