Marevezh ar Stadoù Brezelour
Marevezh ar Stadoù Brezelour, sinaeg 戰國時代, pinyin zhàn guó shí dài[1] a reer en Istor Sina eus ur marevezh a badas eus 475 KJK betek 221 KJK[2].
Eil hanterenn ren ar remziad Zhou ar Reter (770-221) eo marevezh ar Stadoù Brezelour, da heul ar predad 770-475 a anver marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù.
Ar Seizh Stad Vrezelour a reer eus Stadoù a oa bet gwas d'ar rouantelezh Zhou kent diarbenniñ ar roue hag emgannañ a-benn delc'her ar brasañ galloud. Kontet e vez Chu, Han, Qi, Qin, Wei, Yan ha Zhao. Un eizhvet Stad a veneger a-wezhioù : Yue, er Gevred pellañ, e-kichen ar Shanghai a-vremañ.
Goude dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour ha ren ar remziad Zhou e teuas ar remziad Qin (秦朝, qín cháo, "remziad Qin") a unanas ar Stadoù hag a ziazezas un impalaeriezh a voe anvet Qin ([tɕʰǐn]) evel-just, alese Sina.
An andonioù istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul labour istorek pouezus, ar Zhan Guo Ce (戰國策, Zhàn Guó Cè, "kadoniezh ar Stadoù brezelour"), zo deuet betek ennomp. Meur a zorn a voe ouzh e skrivañ da veur a bredad en Istor ; gant ar c'hadoniour SU Qin (380-284) – a vevas e-kerzh marevezh ar Stadoù Brezelour – e voe peuzechuet, ha gant ar gouizieg konfusian Liu Xiang (79 – 8 KJK) e voe staliet an embannadur a anavezomp.
Un eil andon eo ar Shiji (史记, shǐ jì, "Kounskrid an Istorour") bet skrivet gant an istorour meur SIMA Qian (~145-~86 KJK). E korf ar Shiji emañ tregont levrenn ar Shijia ma tanevell an istorour marevezhioù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù hag ar Stadoù Brezelour.
Red an Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar bloavezh 481 eo deroù marevezh ar Stadoù Brezelour evit lod istorourien, peogwir ez eo ar bloavezh diwezhañ meneget er 春秋 Chūn Qiū , Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ar Stad Lu.
- Ar bloavezh 475 eo hervez an darn vuiañ, rak er bloavezh-se e e krogas ren ar beskont ZHAO Xiang, Zhao o vezañ unan eus ar Stadoù a vo ganet e 453.
- Ar bloavezh 453 eo kentoc'h, eme lod all, pa darzhas ar Stad Jin.
Daoust da roueed ar remziad Zhou ar Reter bezañ anavezet evel kefridiourien an Neñv[3] galvet da ren war an Douar e voent rediet a-hed ar c'hantvedoù da anaout mui-ouzh-mui a c'halloud gant o gwizien, dre reizhiad ar c'hladdalc'helezh.
Pa grogas marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, e 775, ne oa mui roue Zhou evit ren war ur c'hant hanter-kant gwaz bennak.
Tamm-ha-tamm e voe ar wizien greñvañ trec'h war o amezeien, ha war-dro ar bloavezh 550 ne chome nemet peder Stad kreñv en-dro da Zhou : Chu, Jin, Qi ha Qin. Pa oa rener pep Stad anvet 公爵 gong jué, "dug" ez-hengounel da verkañ e oan gwizien da roue Zhou e krogjont d'em envel 王 wáng, "roue" a-benn sevel a-live gant o mestr.
Er bloavezh 453 e voe ar Stad Jin rannet e tri ziriad : Han, Wei ha Zhao.
Er bloavezh 403 e voe ar Stadoù Han, Wei ha Zhao anavezet ez-ofisiel gant ar roue Zhou – ar bloavezh-se eo deroù gwirion marevezezh ar Stadoù Brezeleour, hervez un nebeud istorourien.
Etre 450 ha 400 ez eo gant Wei e voe an tu kreñvañ er c'hoari gwezboell, dre greñvder he lu hag ampartiz ar jeneral WU Qi (440-381) ; pa voe hemañ diskaret ha harluet e 401 e voe gopret gant Chu, a zeuas mestrez d'he zro war an tachennoù-emgann.
Dizehan e voe brezelioù etre 350 ha 256 ; er bloavezh diwezhañ-se, pemp bloaz ha tregont kent dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour, e voe ar roue Zhou, ne oa mui nemet un arouez anezhañ, diskennet a-ziwar e gador. Adal neuze e vrezelias Qin ouzh an holl Stadoù all betek o lonkañ, hag e 221 e voe deroù ren ar remziad Qin war ar pezh a oa deuet da vezañ un impalaeriezh.
Kevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hed marevezh ar Stadoù Brezelour e voe ar c'hemmoù bras a oa c'hoarvezet e dibenn marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù sanket-don e buhez Sinaiz da zont.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep hini eus ar seizh Stad c'halloudus a glaske brasaat diwar goust he amezeien, ha pep hini anezho a rene he folitikerezh dezhi da-geñver an aferioù diabarzh hag an aferioù diavaez. Kement a nerzhioù a zegasas kemmoù brasoc'h c'hoazh er vuhez politikel, armerzhel, kevredigezhel ha speredel. Betek hiziv an deiz e c'haller merzout an efedoù anezho.
Brezel ha labour-douar e voe lugan ar marevezh, pa oa un arme c'halloudus hag un armerzh yac'h an daou venveg da gas ur vroad war-raok, da lavaret eo brasaat ha pinvidikaat.
A-feur ma kreske ment ha galloud ar Stadoù Brezelour e kreske skod an emgannoù, ha buan e kemmas meizad ar brezel e-unan : mont e-kevez etre tudjentil zesket e oa bet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, em gannañ dilezenn ha didruez dre armeadoù seul vrasoc'h seul welloc'h e voe da vare ar Stadoù Brezelour.
Gant kement a droaderien da duta, da stummañ, da derkañ ha da voueta e teskas ar renerien diskoulmañ kudennoù lec'haveiñ, hag o gouiziegezh nevez a lakajont e pleustr a-benn gouarn o ziriad. Ar re a ouezas tennañ ar muiañ a splet eus pinvidigezhioù o Stad a reas berzh war an tachennoù-emgann. A-benn ober muioc'h a verzh c'hoazh e teskjont penaos treiñ o ziriad d'ul labouradeg kenderc'hiñ tud, pourvezioù hag armoù, meret gant ur melestradur efedus ha goustlet d'ur rener hepken azeulet gant ar bobl. Echu gant ar gerentiezh etre renerien, an darempredoù lidel, an hengoun : sujet da ezhommoù ha redioù ar brezel e oa pep tra.
Boulc'het-mat e oa patrom an Impalaeriezh, kent ma vije ganet an Impalaerieh zoken. Diwar doareoù ar Stadoù Brezelour e voe staliet gouarnamatoù ar remziadoù Qin ha Han e gwirionez.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ar Stadoù Brezelour, evel ma c'hoarvez bewezh ma vez brezel bras, ez eas an deknologiezh war-raok ha diorren a reas ar c'henwerzh.
Tamm-ha-tamm e kemeras an houarn lec'h an arem da fardañ armoù, evel-just, ha binvioù al labour-douar a-benn kenderc'hiñ muioc'h a voued da vagañ an armeadoù.
Pezhioù-moneiz a voe fardet, setu ma voe aeset an eskemmoù kenwerzhel a oa o stankaat en abeg da ezhommoù ar vrezelourien.
Labourioù meur a voe boulc'het : kanouc'helloù, savioù-mein da herzel ouzh al liñvadoù, melloù mogerioù en-dro d'ar c'hêrioù ha war harzoù an Norzh – diwezhatoc'h, adal ren ar remziad Qin war an Impalaeriezh nevez, e vo savet ar Voger Veur.
Prederouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marevezh ar Stadoù Brezelour e voe kavell ar brederouriezh sinaat, pa glaskas soñjerien kavout diskoulmoù da zistabilded ar bed ma oant o vevañ.
Peogwir e oa renerien ar seizh Stad Brezelour o klask andonioù ha nerzhioù nevez a-benn brasaat o c'halloud, ha peogwir e oa anat dezho e oa an doareoù kozh o kas ar rouantelezh Zhou da goll, e oant darev da zegemer kement mennozh nevez o sikourje da dizhout o fal.
Mennozhioù war vale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klask a voe neuze war soñjoù nevez, alese ganedigezh ur vicher nevez : 游說 yóu shuì, "kendrec'her kantreer"[4].
Mibin o spered, distag diouzh kement rener, kaset gant ar c'hoant da skignañ o mennozhioù ha d'o c'hreñvaat war-an-dro e yae an dud-se da vale bro a Stad da Stad a-benn kelenn ar renerien – kargidi, dileuridi, pennsoudarded, gouizien hag all – hag o lakaat da gemmañ o folitikerezh. Ampart e oant da isañ ar renerien an eil ouzh egile gant arguzennoù lemm pe lemmoc'h[5].
Hep mar e c'haller lavaret e voe ar gendrec'herien gantreer an dud kentañ o lakaat al lobbying e pleustr.
Kant Skol ar Prederiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement a vennozhioù nevez a voe ganet da varevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ha da hini ar Stadoù Brezelour ma voe ar predad-se anvet 諸子百家, zhū zǐ bǎi jiā, Kant Skol ar Prederiañ.
Div skol-brederouriezh pennañ a oa da vare ar Stadoù Brezelour : hini Gonfusius (551-479), a embanne e vije peoc'h etre an dud er bed a-bezh mar bije tudjentil eus ar renerien, ha hini MO Zi (~470-~390) a gelenne ar garantez hollvedel.
Hervez Konfusius e ranke ar renerien chom renerien, hag o sujidi chom sujidi. Ret e oa avat d'ar renerien bezañ disi hag ur skouer evit o sujidi, ha pep sujed a c'hallje bezañ rener d'e dro mar bije ur junzi (un den a enor, un denjentil) anezhañ.
Un heulier da Gonfusius e voe MENG Zi (372-289), a zisklêrias madelezhusted mab-den dre natur. Dre-se neuze ne c'hallje ket ur roue ren hep asant tav e sujidi, ha mar deuje da vezañ argazhet gant ar bobl e kollje Kefridi an Neñv.
Enebourien e oa heulierien Konfusius ha re Vo Zi, pa ne c'halle ket, da skouer, ar Gonfusianed gouzañv heulierien Mo Zi pa lavarent e rankje an den karout tad e amezeg kement ha karout e dad dezhañ.
Koulskoude e oa an div skol tost an eil d'heben pa ne blije ket o damkanoù d'ar renerien ; hervez ar Gonfusianed e oa ret da guzulierien ar renerien ober rebechoù d'o mistri pa oant o faziañ en doare da gas o Stad, ha peogwir e krede da heulierien Mo Zi e teu holl reuzioù ar bed eus c'hoantegezh an dud e stourment ouzh ar renerien a glaske preizhañ o amezeien dre gas brezel dezho.
Prederourien all avat a oa degemeret mat gant ar renerien, peogwir e oa o mennozhioù politikel diouzh doare marevezh ar Stadoù Brezel. En o zouez e oa SHEN Buhai (385-337), SHEN Dao (350?-275 ?) ha HAN Fei (~280-233), a stalias un doare disi – hervezo – da ren war ur Stad : al Lezennouriezh, a oa diazezet war ur reizhiad lezennoù strizh lakaet e pleustr gant ur melestradur a heulie didruez ar reolenn "gopret pe gastizet".
Ker pouezus e oa tu politikel ar brederouriezh da vare ar Stadoù Brezelour ma kaver en Dao De Jing, skrid-diazez an Daoegezh bet savet gant LAO Zi hervez an hengoun, un nebeud doareoù da lakaat kelennadurezh an Dao e pleustr war an dachenn bolitikel.
Oadvezh Aour Sina a reer eus marevezh ar Stadoù Brezelour, da heul hini an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, petra bennak ma c'houzañvas ar pobloù a-hed ma oa an Impalaeriezh e go.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html
- ↑ http://lcweb2.loc.gov/cgi-bin/query/r?frd/cstdy:@field(DOCID cn0015) (Library of Congress, Washington D.C., SUA)
- ↑ Gwelit ar pennad Konfusius
- ↑ http://www.mandarintools.com/worddict.html
- ↑ LU, Xing, 1998
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
- LOEWE Michael & SHAUGHNESSY Edward L, The Cambridge History of Ancient China, Cambridge University Press, Cambridge, R-U, 1999. ISBN 978-0-521-47030-8
- LU, Xing. Rhetoric in Ancient China Fifth to Third Century B.C.E. : A Comparison with Classical Greek Rhetoric, University of South Carolina Press, Columbia, South-Carolina, SUA, 1998, ISBN 978-1-57003-216-5
- Stadoù Brezelour
- CAO Wanru, Zhongguo gu dai di tu ji / An Atlas of Ancient Maps in China, Xin Hua Shu Dian Jing Shou, Shanghai, 1990, ISBN 978-7-5010-0304-4
- SIMA Qian; Mémoires historiques – Vies de Chinois illustres, Picquier, Arles, 2002, ISBN 978-2-87730-611-9
- Zhan Guo Ce
- CRUMP James Irving, Legends of the Warring States: Persuasions, Romances, and Stories from Chan-kuo Ts'e, University of Michigan, Ann Arbor, Michigan, SUA, 1998, ISBN 978-0-89264-129-1
Kenrouedad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Library of Congress, Washington D. C., SUA, http://lcweb2.loc.gov/frd/cs/cntoc.html
|
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |