Mont d’an endalc’had

Luduennig

Eus Wikipedia
Luduennig, hervez Gustave Doré.

Luduennig zo ur gontadenn bobl gant boudiged. Diazezet eo war un elfenn glasel er mojennoù: an enebadur etre mac'homerezh direizh ha trec'h ar reizhded en diwezh. Anavezout a reer kantadoù a stummoù disheñvel er bed[1].

Ar c'hoshañ stummm anavezet eus ar vojenn eo ar stumm gresian-hag-egiptat, ha Rodopis a vez graet eus an hini a deuio da vezañ Luduennig[2]. Danevellet e oa bet ar marvailh-se gant an istorour gresian Strabon er I kantved kent J.-K.

Ur stumm kozh all eus ar gontadenn, Ye Xian, a gaver en Un nebeud arroudennoù eus Youyang gant Tuan Ch'eng-Shih war-dro 860[3].

Brudetañ stumm ar gontadenn a oa skrivet gant ar skrivagner gall Charles Perrault e 1697. Diazezet eo war ur marvailh lennegel italianek gant gwrac'hed, skrivet gant Giambattista Basile hag anvet La Gatta Cenerentola e 1634. Ur stummm all anavezet mat eo hini ar vreudeur Grimm, skrivet en XIXvet kantved, ma reer Aschenputtel eus Luduennig.

Klenket eo kontadenn Luduennig gant Aarne-Thompson er patrom 510A, hini an harozezed atahinet[4].

Disheñvelderioù etre doareoù Charles Perrault hag ar vreudeur Grimm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Jack Zipes, The Great Fairy Tale Tradition: From Straparola and Basile to the Brothers Grimm, p 444, ISBN 0-393-97636-X
  2. "The Egyptian Cinderella"
  3. Terri Windling,"Cinderella: Ashes, Blood, and the Slipper of Glass"
  4. Heidi Anne Heiner, "Kontadennoù damheñvel ouzh Luduennig"