Mont d’an endalc’had

Luc-sur-Mer

Eus Wikipedia

Kumunioù Bro-C'hall
Anv Luc-sur-Mer
Skoed
Lec'hiadur Luc-sur-Mer e Kanton Douvres-la-Délivrande hag en Arondisamant Caen
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel
Arondisamant Caen
Etrekumuniezh Communauté de communes Cœur de Nacre
Kanton Douvres-la-Délivrande
Kod INSEE 14384
Kod post 14530
Maer Patrick Laurent
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 3,64 km²
Led 49° 18' 56" Norzh
Hed 00° 21' 16" Kornôg
Uhelder kreiz 7 m
Uhelder bihanañ 4 m
Uhelder brasañ 33 m
Poblañs hep kontoù doubl 3 172 (2008)
Stankter 871 a./km²
Lec'hienn ar gumun Luc-sur-Mer

Luc-sur-Mer a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

An aod

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil brezel-bed:

  • 1941: d'an 28 a viz Gwengolo 1941 e tilestras ur c'homando breizhveurat e Luc evit gweladenniñ an draezhenn ha dastum jimbl, daou soudard kembreat a voe lazhet gant an Alamaned[1].
  • 1944-1945: dieubet e voe Luc-sur-Mer d'ar 7 a viz Even 1944 goude un emgann berr er Petit-Enfer etre ar 48th Royal Marine Commando (Rouantelezh-Unanet) hag an Alamaned[2]; mervel a reas daouzek den nann-soudard e Luc abalamour d'ar brezel[3].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar peulvan Pierre de Luc.
  • Kroaz ar vered, tro 1662.
  • Iliz katolik Saint Quentin, XIXvet kantved, gant ar c'hloc'hdi eus an XIIvet kantved chomet eus an iliz a-gent[4].
  • Chapel Notre-Dame d'Espérance[5].
  • Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Luc-sur-Mer Churchyard
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 3
Hollad 3

Unan anezhe a oa un nijour, penn 89vet Skwadron ar Royal Air Force; lazhet e voe a-us da Mor Breizh e miz Gwengolo 1940 e-pad Emgann Bro-Saoz. An daou all a gemeras perzh en un oberadenn e Luc d'an 28 a viz Gwengolo 1941, unan anezhe a oa Fusilier er Royal Welch Fusiliers hag egile a oa Lance Corporal er South Wales Borderers[1].

Emdroadur ar boblañs 1962-2008

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1989 Meurzh 2001 Christian Brac de la Perrière
Meurzh 2001 Meurzh 2014 Patrick Laurent Breutaer
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 In Memories
  2. Yves Lecouturier, Les Plages du Débarquement, pajenn 32, Embannadurioù "Ouest-France", miz C'hwevrer 1999, Roazhon
  3. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  4. Skeudennoù - Clochers de France
  5. Skeudennoù - Clochers de France