Loreley
Al Loreley (pe Lorelei) zo ur vri roc'hellek war lez reter ar stêr Roen, e-kichen Sankt Goarshausen, en Alamagn.
Sevel a ra betek 120 metr a-us an dour. Eno emañ al lec'h m'emañ ar stêr en he strishañ etre Suis ha Mor an Hanternoz. Al lec'h brudetañ eo e Kanienn ar Roen, ul lodenn enk eus traoñienn ar stêr-se, etre Koblenz ha Bingen, hag a zo bet lakaet e-touez lec'hiennoù glad naturel ar bed, abaoe Mezheven 2002. Kreñv eo kas an dour e-harz al Loreley ha kerreg zo er stêr. Gant se ez eus bet gwallzarvoudoù gant meur a vag eno.
Hervez ar mojennoù ez eo Loreley ivez anv un Niksenn, ur voudig eus an doureier, dezhi stumm ur plac'h yaouank kaer, azezet e diribin ar vri, o kanañ. Gant he c'hanaouennoù e vez hoalet ar vageerien ha mont a ra o bigi a-benn er c'herreg.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontet eo bet istor ar voudig-se e-barzh oberennoù e-leizh eus al lennegezh alamanek hag ar sonerezh. Brudet eo barzhoneg Heinrich Heine (Die Lore-Ley), skrivet e 1824 ha lakaet sonerezh warni gant ar sonaozour Friedrich Silcher. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Françoise Lermen.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Barzhoneg Heinrich Heine lakaet e brezhoneg [1] gant Françoise Lermen.