Llansanffraid-ym-Mechain
Llansanffraid-ym-Mechain (pe Llansantffraid-ym-Mechain) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e biz Powys. Emañ er reter da gêriadenn Llanfyllin hag er mervent da Oswestry ("Croesoswallt" e kembraeg), ha n'emañ ket pell diouzh kember an Afon Cain hag an Efyrnwy. N'emañ bevenn Bro-Saoz nemet 2 km diouzh ar gêriadenn, er reter.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv "Llansanffraid" diouzh hini santez Berc'hed, eus Iwerzhon, anvet "Ffraid" e kembraeg. An anv Mechain, a gaver goude, a oa unan eus kantrevoù Rouantelezh Powys er Grennamzer. Abaoe miz Mae 2008 e reer, er geriadenn, gant ar stumm "Llansanffraid-ym-Mechain", evel anv kembraek ofisiel. E saozneg e reer gant ur stumm gant al lizherenn "t", "Llansantffraid-ym-Mechain".
Iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus an XIIvet kantved e tiskouez bezañ kalonenn an iliz, daoust ma'z eus bet kalz kemmoù abaoe. Unan eus ar gwerennoù-livet a voe dioueliet gant William Morris Hughes, a voe Kentañ Ministr Aostralia etre 1915 ha 1923 : eus ar c'hornad e oa genidik e vamm.