Llanrhian
Neuz
Llanrhian zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kornôg Sir Benfro. Emañ er biz da d-Tyddewi.
Eus an XIIIvet kantved eo an iliz, gouestlet da sant Rhian a c'hallfe bezañ an hevelep sant ha Rien e Breizh.
Gwechall e veze tennet mein-sklent e mengleuzioù ar c'hornad. Kaset e vezent da lec'h all e bourzh bigi eus porzhig Porth-gain, ur gêriadenn all e-kichen Llanrhian.
Poblet e oa kumuniezh Llanrhian gant 892 den e 2011 ha 408 anezho a oa kembraegerien (46,6%).