Laser
Iskevrennad eus | light source, optical component |
---|---|
Anv ofisiel | light amplification by stimulated emission of radiation |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 16 Mae 1960 |
Produ | laser beam |
Tikedenn Stack Exchange | https://physics.stackexchange.com/tags/laser |
- Evit ar vag-dre-lien, gwelet Laser (bag)
Ul laser a zo un ardivink hag a gan un andon gouloù unliv amplaet. Er c'hontrefed diouzh ar pep brasañ eus ar gouleier all ned a ket ar gouloù gwanoc'h pe ledanoc'h bep ma pella diouzh e andon. Gant gazoù pe strinkennoù (kristalennoù) ispisial e vez graet ar gouloù unliv. Gant melezourioù e vez amplaet ar gouloù-se ha lakaet da vont war un tu resis hepken ha dre-se e chom moan ar skin gouloù. Pa vez bannet ouzh ul lec'h resis ne vez nemet ur pikig gouloù. Holl energiezh ar gouloù a chom er skin-se ha ne vez ket strewet evel ma ra ar gouleier all. Dedalvezadurioù a bep seurt a c'haller ober gant al laser (war dachenn ar greanterezh, ar medisinerezh, ar pellgehenterezh, ar stlenneg, h.a.).
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gwreskanv eo ar ger "laser", diwar ar saozneg: Light Amplification by Stimulated Emission of Radiation, da lavaret eo "ampladur ar gouloù dre vannadur broudet skinerezh".