Lanneg
Neuz
Ul lanneg, pe ul lann, a zo un dachennad douar goloet a lann. E gwirionez e vez ouzhpenn lann, rak un ekosistem a ya d’e ober un toullad plant, bihan o ment, anezho brousgwez a gresk war un douar treut, trenk hag oligotrofek alies. Brug a vez ivez en douaroù treut-se, ha da neuze e c'haller ober brugeg eus an tachennoù goloet gante.
Boutin ez int er c'helc'hiad neotrovanel hag en Afrika met o c'havout a reer ivez e norzh ha kornôg Europa, e norzh Aostralia, e norzh Amerika, e kreiz Azia hag en India.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Deñved war Menez Wilsede.
-
lanneg e New Forest, en Bro-Saoz.
-
Lanneg c'hleborek en Ecuador.