La Didone
Neuz
Ur pennad Didone zo ivez.
La Didone a zo un opera italianek gant Francesco Cavalli (1602-1676), komzoù gant ar barzh Giovanni Francesco Busenello (1598-1659), c'hoariet e Venezia[1] evit ar wech kentañ e 1641[2].
Savet eo diwar-benn ar rouanez Didon, c'hoar d'ar roue Pumayyaton, eus Fenikia, ha diwar meurgan Aeneis ar barzh roman Publius Vergilius Maro.