Kure
Ar c'hure (diwar al latin curatus) eo ar beleg katolik a zo lakaet en ur barrez gant an eskob evit skoazellañ ar person (cf. kanonioù 545-552 eus Lezenn ar gwir kanonel). Er parrezioù bras e veze gwechall meur a gure, pe kureed-skolaerien.
Kavet e vez ar ger curad e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra gant curate. Ar yezhoù latin a implij gerioù deveret eus ger vicarius : vicaire (paroissial) e galleg, vicario (parrocchiale) en italianeg, vicario (parroquial) e spagnoleg, vigário (paroquial) e portugaleg (gwelet ivez Pfarrvikar en alamaneg)[1].
El lennegezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kure Brelevenez a oa bet lazhet c'hwec'h gwezh : titl ur gontadenn hag a voe dastumet e 1869 e Plûned gant Fañch an Uhel (Kontadennoù ar Bobl, teirvet levrenn, Al Liamm, 1988 ha niv. 29-30 Yod-Kerc'h).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Arabat kemmeskañ ar ger-se kure gant ar ger vikel, da lavaret skoazeller an eskob : vikel-vras evit an eskopti a-bezh, vikel-barner evit an ofisialded, vikel-eskob (pe vikeled-eskob) evit ul lodenn eus an eskopti, pe lod eus an aferioù (vicaire épiscopal e galleg).
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.