Kroashent
Neuz
(Adkaset eus Kroazhent)
Ur pennad Kroazhent (sonerien) zo ivez.
Ur c'hroashent (liester: kroashentoù), skrivet "kroazhent" gwechall, zo ul lec'h ma en em groaz daou hent pe muioc'h. E Breizh hag e meur a vro e veze roet anvioù d'ar c'hroashentoù. E Breizh-Izel anvioù-lec'h gant "Kroashent" a zo bet gallekaet a-wechoù e-giz Croissant en ur mod iskis a-walc'h, troet ar groaz da greskenn.
Eno ivez e veze ostalerioù war ar maez. Abaoe un daou-ugent vloaz bennak e klask ar bankoù en em staliañ er c'hroashentoù er c'hêrioù.