Klik kevig a-gostez
LFE – niverenn | 180 |
LFE – unicode | ǁ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | |\|\ |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik kevig a-gostez treuzskrivet [ǁ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 180. Betek 1989 e veze skrivet [ʖ].
Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika nemetken. Kavet e vez stank klikoù kevig a-gostez er yezhoù koiek-sanek dreist-holl hag ivez, dindan o levezon ar re se, en un nebeud yezhoù ngouniek ("nguni") komzet war o zro, da skouer ar zouloueg hag ar xhosaeg .
Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:
- [k͡ǁ] pe [ǁ͡k]: klik drekstaon-kevig a-gostez divouezh (gallout a ra bezañ c'hwezhet, dre strakal, dre fic'hal, h.a.)
- [ɡ͡ǁ] pe [ǁ͡ɡ]: klik drekstaon-kevig a-gostez mouezhiet (gallout a ra bezañ c'hwezhet, sourrus, dre fic'hal, h.a.)
- [ŋ͡ǁ] pe [ǁ͡ŋ]: klik drekstaon-kevig a-gostez dre fri (gallout a ra bezañ c'hwezhet, divouezhiet, h.a.)
- [q͡ǁ] pe [ǁ͡q]: klik huged-(drek)kevig a-gostez divouezh
- [ɢ͡ǁ] pe [ǁ͡ɢ]: klik huged-kevig a-gostezmouezhiet (alies rakfriet)
- [ɴ͡ǁ] pe [ǁ͡ɴ]: klik huged-kevig a-gostez dre fri
Gant ar ǃxũũ komzet e Namibia e kkaver ur c'hlik a-gostez all treuzskrivet [|||] da c'hortoz. Er yezh-se ez eo e gwirionez ar klik dent ur kensonenn kevig pe kevig-dent distaget gant tavnenn an teod ([ǁ̻]) enebiet ouzh ar c'hlik drekkevig distaget gant beg an teod treuzskrivet [ǁ] (resisoc'h: {{IPA|[ǁ̺]})
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |